Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/465

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
453
d’ar Vuez Devot.

a so bet fidel da Zoue en despet d’ar c’hic, d’ar bed ha d’an drouc-speret. Pe gant quement a gouraich o deveus-ii dispriget oll gontantamant ar bed-mâ ! Peguer ferm int-ii bet en o resolutionou mad ! netra n’en deveus gallet o dispega diouto, ar resolutionou-se a guemerent hep reservation hac e talc’hent mad dezo hep exception. Pebez admiration eo clevet Sant Augustin o conta evit e Vam Santes Monica ! pe gant fermete e deveus-hi pourchuet an dessein pehini e devoa antreprenet da servicha Doue en he friedelez hac en amser ma chomas intanves ! ha Sant Jerom petra na lavar-èn eus e verc’h spirituel Santes Paula : pe etouez peguement a adversiteou, pe etouez peguement a accidantou hac a inconvenianchou a bep-seurt na d’eff-hi quet bet en em gafet ? mæs petra na raimp-ni quet diouz exemplou quen excellant, pere o deveus leset gueneomp ar Sent-se ; tud oant eveldomp, evit ar memes Doue hac evit ar memes vertuziou e labourent hac e reant ar pez a reant ; perac ne raimp-ni quet quement-all en hor c’hondition hac hervez hor vocation, evit derc’hel mad d’hor resolution guer ha d’ar brotestation santel pehini hon eus great da gundui ur vuez devot ?


————