Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/464

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
452
Introduction





AN DAOUZECVET CHABISTR.
An drede consideration var an exempl eus ar Sent.


COnsiderit exempl ar Sent eus a bep-seurt ; petra n’o deveus-ii quet great evit caret Doue hac evit beza devot dezàn ? Sellit ar Verzerien peguer ferm oant en o resolution, pebez tourmanchou n’o deus-ii quet gouzanvet evit derc’hel-mad dezi ? mæs ispicial ar Verzereset gaër ha florissant-se guennoc’h ha splannoc’h eguet ar fourdilis e purete, ruzzoc’h ha flammoc’h eguet ar rosen e carantez, darn da zaouzec vloaz, darn-all da drizec, da bemzec, da uguent ha da bemp bloaz varnuguent o deveus gouzanvet mil seurt merzerenti quen eguet renonç d’o resolution, non pas hepquen er pez a apparchant ouz ar Feiz, mæs c’hoas er pez a apparchant ouz an devotion ; darn o soufr ar maro quent eguet quitaat ar virginite, re-all quent eguet paoues da servicha ar re affliget ha da gonsoli ar re dourmantet ha da sebelia ar re dremenet eus a vuez ar bed-mâ. O va Doue, pebez fermete en deveus disquezet ar sex fragil eus ar merc’het en hevelep occasionou-se !

Sellit ouz an niver bras a Sent-all pere ne dint quet bet merzeriet evit guir, mæs