Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/305

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
293
d’ar Vuez Devot.

coms dezàn eus a un dra vras ha serius bennâc goude ar repas, a lavare dezo : ne de quet hemâ eo ar pouent, emezan, da goms eus an seurt traou-se, mæs hepquen d’en em recrei o coms eus a un dra bennâc hac a ve plesant ha joaus ; lavaret eta peb-unan ar pez a garo evit divertissa ar gompagnunez e peb honestis. Quemense a lavare o favorisa an Noblanç a yoa endro dezàn evit receo ur cherissamant bennâc digant e Vajeste. Hoguen, Philotee, tremenomp an amser dre recreation en hevelep-fæçon, ma conservimp an eternite eürus dre zevotion.




AN EIZVET CHABISTR
varnuguent.
Var ar jugeamanchou pe ar varnediguezou temerer.


NA varnit quet ha na viot quet barnet
, eme hor Salver ; na gondaunit quet ha ne viot quet condaunet. Non, eme an Abostol Santel ; na varnit quet abarz an amser, quen na zui an Autrou pehini a scleraï ar pez a so cuzet en devaligen hac a zisoloï patant ar santimanchou eus a galon peb-unan. O peguen disagreabl eo ar jugeamanchou temerer da Zoue ! jugeamanchou ha barnidiguezou an dud a so temerer, abalamour na dint quet barnerien an eil-re var o hen-