Mont d’an endalc’had

Pempet quevren - An trivec’hvet Chabistr

Eus Wikimammenn
troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 464-466)






AN TRIVEC’HVET CHABISTR.

Eleac’h ma roer tri Avis, pere eo ar re ziveza hac ar re principala evit an Introduction-mâ.


GRit aro en diziou quenta eus a bep mis ar brotestation pehini a so er guentâ Quevren eus al Lêvr-mâ goude ar veditation, ha protestit peb moment penaus e fell deoc’h e observi, en ur lavaret gant David : Non, birviquen jamæs ne ancounec’hain ho courc’hemennou just ha santel, va Doue ; rac oc’h o miret eo em eus recevet digueneoc’h ar vuez. Ha pa santot ur genchamant bennâc ouz vouaz en hoc’h ene, quemerit ho protestation en ho tourn, ha prosternet gant ur speret a humilite prononcit-hi a greis ho calon, hac e queffot ur soulajamant vras en dra-se.

Disquezit franchamant penaus e fell deoc’h beza devot, ne lavaràn quet, disquez ez ouc’h devot, mæs disquezit e fell deoc’h beza ; ha n’ho pet quet a vez oc’h ober an actionou commun ha requis, pere hor c’hundu da garantez Doue : avouit hardimant penaus e c’hessait ober meditation, penaus e ve guell gueneoc’h mervel eguet pec’hi marvelamant : penaus e fell deoc’h frecanti ar Sacramanchou hac heuly avisou ho Tirecteur ( peguement bennâc alies na ve quet necesser deoc’h lavaret piou eo evit cals a ræsonou) rac ar franchis hac ar fermete-se da avoui e fell deomp servicha Doue hac ez omp en em determinet d’e garet gant un affection special, a so agreabl bras d’e Vajeste divin, dre na fell quet dezàn hor be mez evintàn nac evit e Groas. Ha goudese an dra-se a drouc’h an hent ouz cals a escouçou hac a zisaliou a falsfe d’ar bed da ober evit hon distrei diouz hon dessein, hac hon oblich ive d’e bourchu evit souten hon reputation. Ar Filosophet gueichal a buplie penaus oant Filosophet evit ma visent leset da gundui ur vuez Filosoph : ha ni a dle ive rei da anaout penaus hon eus desir d’an devotion evit ma vezzimp leset da gundui ur vuez devot. Mar lavar unan bennâc deoc’h penaus e c’haller beva devotamant hep observi an avisou hac an exerciçou-mâ, na livirit quet ar c’hontrol ; hoguen respontit, abalamour penaus eo quer bras hoc’h infirmite, ma hoc’h eus izom eus a vui a sicour hac a voyenou, eguet na ve ret evit ar re-all.

Erfin, va Philotee gueaz, me ho suppli dre guement so a Sacr hac a Santel en Eê hac en douar, dre ar Vadiziant hoc’h eus recevet, dre an ivron a sunas Jesm-Chrisi, dre ar galon charitabl pe gant hini ho caras, ha dre an entraillou eus an drugarez pe en hini e c’hesperit, continuit ha perseverit en dessein pehini hoc’h eus antreprenet da gundui ur vuez devot : hor buez a ya ebiou hac ar maro a so ec’harz an nor : An drompil, eme Sant Gregor a Nazianze, a sôn deomp en em retira ; en em breparet bep-unan rac ar Varn a so tost. Mam Sant Simphorian o velet e gaç d’ar Verzerinti, a grie var e lerch : va map, va map, emezi, ho pet memor eus ar vuez eternel, sellit ouz an Eê ha considerit an hini a ren eno, an termen pehini a so tost a lacaï fin timad er veaich ver eus ar vuez-mâ. Ah ! Philotee, ha lavaret a rin-me dec’h-hu ar memes tra ? sellit ouz an Eê, ha na zilesit-èn quet evit an douar ; sellit ouz an Ifern, ha n’en em strinquit quet ebarz evit ur moment ; sellit ouz Jesus-Christ, ha na renoncit quet dezàn evit ar bed ; ha pa gueffot e vezo calet ar boan hac an diæsamant eus ar vuez devot, canit gant Sant Frances ar c’homsou-mâ.


Abalamour d’ar madou eternel,
A esperân da gaout digant va Salver,
E quemeràn ar poaniou temporel,
Hac al labour evel un tremen amser.


Bevet Jesus, pehini gant an Tad hac ar Speret-Santel ra vezo enoret ha glorifiet bremâ ha bepret hac hep fin da jamæs.

Evelse bezet great.


————