Pempet quevren - Ar seitecvet Chabistr

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 461-463)





AR SEITECVET CHABISTR.

Eleac’h ma responter ouz diou zifficulte pere a ell beza great var an Introduction-mâ d’ar Vuez Devot.


AR bed a lavaro deoc’h, va Philotee, penaus eo quement an niver eus an exerciçou hac eus an avisou-mâ na ranco vaqui da netra-all nep piou bennâc a falvezo dezàn o observi. Allas, va Philotee ! pa na raemp netra-all, e raemp aoualc’h ive, o veza ma raemp ar pez a dleffemp da ober er bed-mâ : mæs ha c’hui na velit quet ar finessa eus an difficulte-se ? ma ranquet ober an exerciçou-mâ bemdez, e vemp evit guir occupet ganto tourafæt, hoguen ne d’e quet requis o graemp nemet e leac’h hac en amser peb hini anezo hervez ma en em rancontr an occasion. A bet Lesen civil a so pere a dle beza observet ; mæs an dra-se a ententer diouz ma en em rancontr an occasion ha non pas ma ranquet o observi oll bemdez. Er fin oll ar Roue David carguet eus a afferou ar re zificila a bratique c’hoaz mui a exerciçou cals, eguet am eus merquet-deoc’h el Lêvr-mâ. Sant Lois pehini a yoa ur Roue admirabl, quen evit ar brezel quen evit ar peoc’h, ha pehini en devoa ur sourci extraordinal da renta Justiç ha da entent ouz an afferou, a gleve cousgoude bemdez diou Oferen, a lavare Gousperou ha Complijou gant e Chapalen, a rea e veditation, a visite an Hospitaliou bep Guener, a yea da Gofes, a guemere an disciplin, a frecante ar Bredicationou, a rea lies a veich Conferançou spirituel, ha gant quemense tout ne golle quet un occasion hepquen da brocuri ha da executi gant dilijanç ar mad public exterieur, ha da entent ouz an afferou eus e garg. Grit eta hardimant an exerciçou-mâ hervez ma em eus-ii merquet deoc’h, ha Doue a roï deoc’h aoualc’h a spaç hac a nerz da ober an nemorant-all eus hoc’h afferou, ya pa dleffe arreti an Heaul, evel ma er gu’eureu en amser Josue. Aoualc’h a reomp ato, pa labour Doue gueneomp.

Ar bed a lavaro c’hoaz e supposàn casi partout el Lêvr-mâ penaus en deveus va Philotee an donæson eus an oræson mental, ha penaus cousgoude n’en deveus quet peb-unan an donæson-se, hac evelse ne servicho quet an Introduction-mâ d’an oll, emevezo-èn. Guir eo certen em eus supposet an dra-se, hac ez e guir c’hoaz penaus n’en deveus quet peb-unan an donæson eus an oræson mental : hoguen guir eo ive penaus ec’hell casi peb-unan e gaout, memes ar re inoranta, nemet o devezo un Directeur mad, hac e lacaint o foan d’e acquisita, quement ha ma verit. Ha mar caffet hiniennou ha n’o deffe quet an donæson-se da allout ober oræson mental en ur fæçon bennâc, evinto da lacat o foan da glasq e gaout (ar pez ne gredan quet, e c’halle choarvout nemeur) un Directeur mad a raï dezo eas aoualc’h supplei an deffaut-se dre an attantion pehini a zesco dezo da gaout pe o lenn pe o clevet lenn ar mernes considerationou pere a so lequeat er meditationou.