Pempet quevren - Ar c’huezecvet Chabistr
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?) (p. 460-461)
’An deiz ma ho pezo great ar renouvelamant eus ho resolution hac eus ho protestation da servicha Doue devotamant, ha d’an deiziou-all varlerc’h e tleit repeti alies hac a galon hac a c’henou ar c’homsou ardant-mâ prononcet gant Sant Paul, gant Sant Augustin, gant Santes Catel a Genes, ha gant Sent-all. Non, ne doun mui din va-unan, pe me a vev, pe me a varv, d’am Salver oun. Ne doun netra na n’em eus netra mui din va-unan; quement ma zoun ha quement am eus eo da Jesus ; ar pez a so
dîn, eo beza dezàn. O bed mechant, c’hui ê c’hui hoc’h-unan ato, ha me oa me va-unan ato ive quent ; mæs hiviziquen ne vizin mui me va-unan. Non, ne vezimp mui ni hon-unan ; rac hor c’halon a vezo chenchet, hac ar bed pehini en deveus quement hon tromplet, a vezo tromplet e-unan gueneomp : rac evel na remerco quet hor genchamant nemet a nebeut e nebeut, e songeo dezàn e vezzimp ato Esaüet, ha cousgoude e vezzimp Jacobet.
Ret eo e reposse an oll exerciçou-mâ er galon, hac e zaemp goude hor c’honsideration hac hor meditation a doug hor c’ham etouez an afferou, an occupationou hac an antretienou gant aon na ve scuillet souden al liqueur eus hon resolutionou mad : rac ret eo e teue al liqueur-se da dreusi ha da zistempra hon ene antieramant, an oll cousgoude hep ober effort na d’hor speret na d’hor c’horf.