Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/440

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
428
Introduction





AR PEMPET QUEVREN
EUS AN INTRODUCTION,
Pehini a gompren an Exerciçou hac an Avisou evit nevesi an ene hac e c’honfirma en devotion.




AR C’HENTA CHABISTR.

Penaus eo ret bep bloaz renouveli ar proposiou hac ar resolutionou mad dre an exerciçou pere a so amâ varlerc’h.


AR poent quenta eus an exerciçou-mâ a gonsist o c’hanaout ervat ar gousecanç anezo. Hon natur humen a gouez prest eus e affectionou mad, abalamour d’ar fragilite ha d’ar goall inclination eus hor c’hic pehini a bounera hon ene hac e zenn ano ouz traon, nemet en em sevel a rae alies ouz creac’h dre an nerz eus a ur resolution ferm ; evel ma teu al laboucet da goueza prest d’an douar, ma na vultipliont ha ma na renouvelont an effort hac an her eus o diouasquel evit en em zerc’hel var nich. Evit que-mense, va Philotee, hoc’h eus izom ive da renouveli ha da repeti alies bras ar proposiou mad pere hoc’h eus gret da servicha