Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/439

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
427
d’ar Vuez Devot.

ret en o zrevel na deusient quet da accabli ar ferveur eus ar speret.

Hac a propos d’an Tad santel-mâ, ur veich e oue attaquet ha poaniet gant ur velancoli a speret quer bras, ne alle quet miret na en disqueze en e gomportamant ; rac mar falle dezâ en em antreteni gant e Religiuset, ne alle quet ; mar pellea diouto, en em gafe gôaz : an abstinanç hac ar mortification a gorf en accable, hac an oræson n’er soulage morse-tout. Daou vloaz e oue evelse, en hevelep-fæçon ma seblante oa toutafæt abandonet gant Doue ; mæs erfin goude beza souffret humblamant an tourmant rust-se, hor Salver a roas adarre dezâ en ur moment ur reposvan eürus a speret. Quememàn a ro da entent penaus ar servicherièn vrassa da Zoue a so sujet d’an degout ha d’ar poaniou speret-se, ha rac-se ne dle quet ar re viana en em estoni mar gu’erru ganto beza exercet evelse.


————