Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
32
Introduction.
CONCLUSION.

Evit conclui hac echui ho Meditation pe hoc’h Oræson, Da guenta trugarecaït Doue,o lavaret gant ar Salmist. Benniguit ho Toue, o va Ene : ra zui quement so enon da veuli e Hano sacr ha santel ; rac e vadelez e deveus va zennet eus an neant, hac e drugarez e deveus va c’hrouet.

D’an [eil] en em offrit da Zoue. Va Doue, me a offr deoc’h quement hoc’h eus roet din gant va oll galon pehini a zedian hac a gonsacràn deoc’h.

D’an trede pidit Doue. O va Doue , pliget gueneoc’h va c’hrechât en affectionou hac er resolutionou-mâ. Guerc’hes santel, recommandit-y d’an trugarez eus ho Map quez gant an oll p’evit re oun obliget da bidi. Pater noster, Ave Maria.

Pa sortiot eus hoc’h oræson, oc’h en em bourmen un nebeut destumit ur bouquedic a zevotion eus an traou mad hoc’h eus consideret en-hi, evit ma er c’huezzaot ha ma talc’hot memor anezàn epad an deiz.

Chetu amâ ur fæçon all da gonclui an Oræson pe ar Veditation hac a allo ive servichout e fin peb-unan eus ar Meditationou all.


1. Action a C’hraç.


ME ho trugareca, o va Doue, a greis va c’halon eus an oll sclerigen hac eus an