eus un attaich bras outo : rac netra ne zisquez . quement an attaich ouz ar pez a so collet, evel an affliction hac ar c’heuz d’ar c’holl-se. Na zesirit quet eta dre uh desir hantier ha fourmal ar mad pehini n’hoc’h eus quet, na liquit quet larg ho calon er mad pehini hoc’h eus : n’en em zesolit quet eus ar c’hollou pere a erruo gueneoc’h, hac ho pezo ur sujet bennâc da gridi penaus peguement bennâc ma veac’h pinvidic dre effet, n’en douc’h quet re affection ha dre attaich, mæs quentse ez ouc’h paour hervez ar speret, ha racse ez ouc’h eürus, pa lavar hor Salver ec’h apparchant Rouantelez an Eê ouzoc’h.
R Peinteur Parrasius a beintas ar bopl Athenien dre un invention speredus meurbet, oc’h e represanti eus a un natural bigarre ha variant, colerus, injust, inconstant, courtesius, truezus ha deboner, resolu, glorius, humbl, courachus ha cousgoude prest da quemeret an teac’h, ha quemense oll assambles : hoguen me, va Philotee, a garre lacat en ho calon ar binvidiguez hac ar baourentez ive assambles, ur sourci bras hac un disprigeanç bras assambles evit an traou temporal. Ho pezet mui