Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/243

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
231
d’ar Vuez Devot.

a sourci da renta ho madou profitabl hac avantachus eguet n’o deveus tud ar bed. Livirit amâ din, Jardinerien ar Brincet vras ha ne d’int ii quet curiussoc’h ha diligeantoc’h da antrereni ha da orni ar jardinou pere o deveus e carg, eguet pa ve dezo o-unan vent ? mæs perac-se, nemet abalamour ma consideront ar jardinou-se evel jardinou Princet ha Rouanez, pe da re e tesiront en em renta agreabi dre ar servich mad-se ? Va Philotee, ar madou a so en hor possession ne de quet deomp int, Doue en deveus ii roet deomp evit o antreteni, hac a sell dezàn o rentemp avantachus ha profitabl, ha rac-se e reomp dezàn ur servich agreabl o caout sourci anezo. Hoguen ret eo eta e ve ur sourci difarant diouz an hini o deveus tud ar bed eus o madou; rac ne sourciont na ne labouront nemet abalamour dezo o-unan, ha ny a dle sourcial ha labourat abalamour da Zoue. Hac evel ma zeo ar garantez evidomp hon-unan ur garantez violant, leun a droublien hac a hast, evelse ivez ar sourci hon eus evidomp hon-unan, a so leun a droublien, a chagrin hac a inquietud ; hac er c’hontrol evel ma zeo ar garantez evit Doue ur garantez douç, pæsibl ha gratius, ar sourci pehini a sorti anezàn ivez, a so douç, pæsibl ha gratius peguement bennâc ma ve evit traou ar bed-mâ ve. Hor bezet eta ar sourci agreabl-mâ da gonservi ha me-