dre lealdet. Hennez oue pec’het Achab pehini a c’hoanteas caout guinien Naboth dre lealdet evit e faea, mæs Naboth a c’hoantea miret e vinien gant mui a ræson hac a lealdet ; cousgoude Achab e c’hoanteas pell gant ardeur ha gant inquietud, ha rac-se e c’hoffanças Doue. Gortoit c’hoantât mad ho nessa, Philotee, quen a gommanço c’hoantât en em zisober anezàn ; rac neuse e c’hoant a rento hoc’h hini non pas hepquen just mæs ive charitabl. Ya, me a fell din ervat ho pe sourci da grisqui ho tanvez hac ho moyen, nemet er greot non pas hepmuiquen en ur fæçon just ha leal, mæs c’hoaz en ur fæçon douç ha charitabl. Mar hoc’h eus un attaich bras ouz ar madou pere hoc’h eus acquisitet, mar douc’h ambousoignet bras ganto, o lacat ho calon hac ho speret enno, hac o caout un inquietud hac un amprehansion bresset na zeuac’h d’o c’holl, credit din-me beza hoc’h eus c’hoaz un dra bennâc eus a derzien an avarisdet : rac ar re o deveus an derzien a ef an dour a vez roet dezo gant ur certen pres ha gant ur certen evez ha satisfaction pehini ne gustum quet ar re yac’h da gaout. Ne d’e quet possibl en em blijout cals en un dra hep lacat cals a affection ennàn. Mar guerru gueneoc’h coll madou, ha c’hui da santout ho calon desolet hac affliget bras gant quemense, credit, Philotee, penaus hoc’h
Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/241
Neuz