Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/240

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
228
Introduction

tout : da viana, e creis an ardeur hac an domder vrassa eus e avarisdet, e teu d’en em evanti eus an dousa frescadurez a so er bed, hac e guef penaus an alter-se, pehini ne ell quet da rassasia, ne deo nemet ur sec’het natural hac agreabl meurbet.

Mar desirit pell gant ardeur ha gant inquietud ar madou pere n’hoc’h eus quet, caer hoc’h eus lavaret penaus ne de quet injustamant eo e sell deoc’h o c’haout, quemense ne ampeich quet na douch ur guir avaricius. An hini a zesir pell gant hast ha gant inquietud caout da efa, peguement bennâc na fell dezàn efa nemet dour, e tisquez cousgoude caout an derzien. Ne oun quet, Philotee, hac en so un desir just desirout caout justamant ha gant lealdet ar pez a so justamant ha gant lealdet ive da un all ; rac seblantout a ra e falfe deomp dre an desir-se en em accommodi hon-unan oc’h incommodi hon Nessa. Nep a so e possession eus a ur mad gant justiç ha gant lealdet, ha n’en deveus-èn quet mui a ræson d’e viret ive gant justiç ha gant lealdet, eguet n’hon eus-ny da fallout e gaout dre ur voyen just ha leal memes ? Ha perac eta e c’hastennomp-ny hon desir var e gommodite evit e briva eus anezi ? Da vuia oll, mar de just an desir-se, evit charitabl ne de quet sur ; rac ne garremp quet e tesirre nicun caout dre lealdet memes ar pez a fell deomp da viret ive