Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/299

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
287
d’ar Vuez Devot.




AR C’HUEC’HVET CHABISTR
varnuguent.
Evit ar parlant, ha da guenta penaus e ranquer parlant a Zoue.


AR Vedecinet a guemer un anaoudeguez vras eus ar yec’het pe ar c’hlènvet en deveus un den, o sellet ouz e deaud ; hac hor c’homsou eo ar guir mercou ivez eus a galiteou hon ene. Dious ho comsou, eme hor Salver, e viot justifiet, ha diouz ho comsou e viot condaunet. Prest e taolomp hon dorn eleac’h ma santomp hor bez poan , ha quer prest e taolomp hon teaud eleac’h ma ema hor c’harantez hac hor plijadur. Mar d’ema ho carantez eta hac ho plijadur e Doue, e parlantot alies a Zoue en antretienou familier pere ho pezo gant tud ho ty, gant ho mignonet ha gant hoc’h ameseyen : ya, rac guenou an den just, eme ar Salmist, a vedito hac a songeo traou fur da lavaret, hac e deaud a barlanto hervez ma e just ha leal. Hac ec’his na emell ar guenan quen tra gant o begouigou nemet mel, evelse ivez ho teaud a vezo tempret ato a vel gant Doue, ha n’en devezo quet brassoc’h douçder eguet santout ar meuleudiou hac ar benedictionou eus e Hano sacr o redec entre ho musellou, evel ma e raportet