Mont d’an endalc’had

Pempet quevren - An daouzecvet Chabistr

Eus Wikimammenn
troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 452-453)






AN DAOUZECVET CHABISTR.
An drede consideration var an exempl eus ar Sent.


COnsiderit exempl ar Sent eus a bep-seurt ; petra n’o deveus-ii quet great evit caret Doue hac evit beza devot dezàn ? Sellit ar Verzerien peguer ferm oant en o resolution, pebez tourmanchou n’o deus-ii quet gouzanvet evit derc’hel-mad dezi ? mæs ispicial ar Verzereset gaër ha florissant-se guennoc’h ha splannoc’h eguet ar fourdilis e purete, ruzzoc’h ha flammoc’h eguet ar rosen e carantez, darn da zaouzec vloaz, darn-all da drizec, da bemzec, da uguent ha da bemp bloaz varnuguent o deveus gouzanvet mil seurt merzerenti quen eguet renonç d’o resolution, non pas hepquen er pez a apparchant ouz ar Feiz, mæs c’hoas er pez a apparchant ouz an devotion ; darn o soufr ar maro quent eguet quitaat ar virginite, re-all quent eguet paoues da servicha ar re affliget ha da gonsoli ar re dourmantet ha da sebelia ar re dremenet eus a vuez ar bed-mâ. O va Doue, pebez fermete en deveus disquezet ar sex fragil eus ar merc’het en hevelep occasionou-se !

Sellit ouz an niver bras a Sent-all pere ne dint quet bet merzeriet evit guir, mæs a so bet fidel da Zoue en despet d’ar c’hic, d’ar bed ha d’an drouc-speret. Pe gant quement a gouraich o deveus-ii dispriget oll gontantamant ar bed-mâ ! Peguer ferm int-ii bet en o resolutionou mad ! netra n’en deveus gallet o dispega diouto, ar resolutionou-se a guemerent hep reservation hac e talc’hent mad dezo hep exception. Pebez admiration eo clevet Sant Augustin o conta evit e Vam Santes Monica ! pe gant fermete e deveus-hi pourchuet an dessein pehini e devoa antreprenet da servicha Doue en he friedelez hac en amser ma chomas intanves ! ha Sant Jerom petra na lavar-èn eus e verc’h spirituel Santes Paula : pe etouez peguement a adversiteou, pe etouez peguement a accidantou hac a inconvenianchou a bep-seurt na d’eff-hi quet bet en em gafet ? mæs petra na raimp-ni quet diouz exemplou quen excellant, pere o deveus leset gueneomp ar Sent-se ; tud oant eveldomp, evit ar memes Doue hac evit ar memes vertuziou e labourent hac e reant ar pez a reant ; perac ne raimp-ni quet quement-all en hor c’hondition hac hervez hor vocation, evit derc’hel mad d’hor resolution guer ha d’ar brotestation santel pehini hon eus great da gundui ur vuez devot ?


————