Mont d’an endalc’had

Pempet quevren - An trizecvet Chabistr

Eus Wikimammenn
troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 454-456)






AN TRIZECVET CHABISTR.
Ar bedervet consideration var at garantez en deveus Jesus-Christ evidomp.


COnsiderit ar garantez pe gant hini en deveus Jesus-Christ hon Autrou anduret quement er bed-mâ ha particulieramant er Jardin Olivet ha var menez Calvar : ar garantez-se a Jesus a selle ouzoc’h, hac a obtene dre e oll boaniou hac e oll drevel resolutionou ha protestationou mad evit ho calon digant Doue an Tad, ha dre ar memes moyen e c’hobtene c’hoaz quement a so necesser deoc’h evit meinteni, mezur, crehaat hac accomplissa ar resolutionou-se. O resolution, c’hui a so precius, o veza merc’h da un hevelep mam, evel ma zeo Passion va Salver ! o peguement e tleit-hu beza cherisset gant va ene-me, pa zouc’h bet quer quer d’am Jesus ! allas, va Salver benniguet, c’hui a varvas evit acquisita din-me va resolutionou ; me ho suppli eta, grit din ar c’hraç da vervel quent, eguet ma teuen d’o dilesel.

Sellit, va Philotee, certen eo e vele Calon-Jesus hoc’h hini diouz ar vezen eus ar Groas hac e c’hare ; ha dre ar garantez-se e c’hobtene dezi, me lavar d’ho calon, quement vad ho pezo biquen ha dreist bep-tra ho resolutionou mad. Ya, va Philotee quer, lavaret a ellomp oll evel ar Prophet Jeremii. Va Doue, abarz ma zoa ac’hanon e sellac’h ouzin hac em galvac’h dre va hano, pa ze guir penaus e vadelez divin a breparas en e garantez hac en e drugarez an oll moyenou general ha particulier eus hor silvidiguez ha parconsecant hon resolutionou mad. Ya, certen e quemense, hac evel ma prepar ur c’hreg vrases ar c’havell, al lianennou hac ar maillurou ha memes ur vagueres evit ar buguel pehini a esper da c’henel, peguement bennâc na ve quet deuet c’hoaz var an douar, dememes madelez hor Salver, o veza brases varnoc’h hac o veza e dessein d’ho quenell en ho silvidiguez hac en e c’hraç ha d’ho renta e vrec’h, a breparas var ar vezen eus ar Groas quement a yoa necesser evidoc’h, ho cavell spirituel ho lianennou hac ho maillurou, ho magueres ha quement a yoa convenabl evit hoc’h eürusdet ; da lavaret eo an oll moyenou, an oll inspirationou hac an oll graçou pe gant re e cundu hoc’h ene hac e fell dezàn e zenna d’ar berfection.

Ah ! va Doue, ni a dleffe lacat doun an dra-mâ en hor memor. Ha bossibl ve e ven-me bet caret, ha caret quen tener gant va Salver benniguet, ma zasie da sonjal enon e particulier, hac en oll moyenouigou-se pe gant re en deveus va zennet etrese ac enna ? ha peguement eta e tleomp-ni caret, cherissa hac implija ervat an traou-se oll en hor profit ? En so douç quememâ ! ar galon amiabl-se eus va Doue a songe enoc’h, Philotee, ho care hac a brocure deoc’h mil moyen a silvidiguez, evel pa n’en divise bet quen ene er bed nemet hoc’h hini, da sonjal enni ; toudememes ec’his ma teu an Heaul da sclerraat un andret eus an douar quement evel pa na sclerrae quent an andrejou-all, ha na sclerrae nemet hennez hepquen ; evelse ivez e songe hac e sourcie hor Salver evit e oll vugale guer ; en hevelep-fæçon ma songe e peb-unan ac’hanomp quement evel pa n’en divise quet songet er re-all. Va c’haret en deveus, eme Sant Paul, hac ez eo en em livriet evidon ; evel pa lavarre, evidon-me va-unan, ec’his pa n’en divise great netra evit ar real. An dra-mâ, Philotee, a dle beza gravet en hoc’h ene evit caret hac antreteni ervat ho resolution, pehini a so bet quer precius da Galon hor Salver.