Trede quevren - An eil Chabistr

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 157-162)





AN EIL CHABISTR.
Continuation eus ar memes discours var ar choas eus ar vertuziou.


SAnt Augustin a lavar manific penaus ar re pere a so o commanç en devotion, a goumet certen fautou pere a so da veza blamet hervez ar rigueur eus al lesennou ar berfection, hac a so cousgoude meulabl abalamour ma zint sin-vad eus a un devotion excellant ur veich, pe da hini memes e servichont da zisposition. An amprehansion c’hros-se, pehini a angeandr scrupuliou bras en eneou ar re pere o deveus nevez quiteat an trein eus o fec’hejou, a so ur vertuz meulabl er gommançamant-mâ hacur sin certen eus ar burete a goustianç da zonet : hoguen ar memes aon-se a verite beza blamet er re pere a so avancet mad en devotion ; rac e calon ar re-se e tle ren ar garantez, pehini a chasse a nebeut-e-nebeut an amprehansion scrupulus-se.

Sant Bernard en e gommançamant a ioa leun a fermete hac a rustoni en andret ar re pere en em lequea dindan e ziredion : rac neuse souden e c’hanonce dezo penaus oa rer quitât ar c’horf ha dont gant ar speret hepquen betec ennàn. Pa gleve o c’honfession e teteste gant ur severite extraordinal peb seurt defaurou peguen dister bennâc visent, hac e sollicite quemēt an descadeurien baour-se d’ar berfection, ma o fellea diout-hi o clasq o foulsa re etrese-ac-enhi ; rac dont a reant da goll couraich oc’h en em veler presset gant quement a importunite da bignat quen huel. Ha c’hui na vel, Philotee, ar ferveur ardant eus a ur burete vras a goustianç oa a lequea ar Sant-se da ober evese, hac ar ferveur-se a yoa ur vertuz vras ; mæs ur vertuz cousgoude pehini ne lese quet na doa da veza blamet ; ha Doue memes dre un apparition sacr er c’hourrigeas a gumense o squilla en e ene ur speret douç, amiabl ha tener ; dre voyen pehini o veza chenchet evel un all e ne reiz, e teuas d’en em accus bras da veza bet quer rust ha quer rigolius, hac e teuas da veza quer gracius, quen agreabl ha quer gentil ouz peb-unan, ma tremene diouz an oll, evit o gounit oll.

Sant Jerom goude beza countet penaus Santes Paula e verc’h spirituel en em exerce e mortificatianou ar c’horf non pas epquen bete re, mæs gant opiniatrete memes bete na falle quet dezi senti ouz an avis control en devoa roet dzzi var ar sujet-se he Escop Sant Epifanes ; ha penaus ouzpen quemene en em lese da goueza en ur c’hlac’har hac en ur regret quer bras da varo e zud, ma veze caus quemense dezi ato d’en em gaout e danger ar maro ec’h-unan ; Sant Jerom, a lavràn, goude beza countet quemense eus ar Santes-mâ, a gonclu evelhen ; lavaret vezo penaus, eleac’h recita meuleudiou ar Santes-mâ, ne ràn nemet e blam ha e disveuli : hoguen me a guemer da dest Jesus-Christ, pehini a serviche hac a zesiràn va-unan da servicha, penaus ne nac’hàn ar virionez nac an eil-tu nac eguile, hac e tiscleriàn diflatr ar gomportamant anezi, evel Christen eus a ur Gristenes, da lavaret eo e scrifàn non pas ar meuleudiou mæs an histor eus he buez, ha penaus he viçou a ve o c’hement a vertuziou da reall. Ret e lavaret eta penaus defautou Santes Paula a dalvise da vertuziou en un ene pehini ne vise quet quer parfet : ec’his ma zeus evit guir actionou pere a so istimet imperfectionou er re a so parfet, hac a ve cousgoude istimet perfectionou bras er re a so imparfet. Sin vad eo da un den clân, pa zeu e zivisquer da gouenvi o sortial eus e glenvet, rac an drase a sinifi penaus an natur o veza dija en-em greheat a zeu d’en tm ziscargua eus an humoriou fall pere a gouez ouz traon ; mæs an drase a vez er c’hontrol ur goal fin da nep na vez quet clàn ; rac disquez a raë penaus ne deffe quet an natur a nerz aoualc’h evit chasseal an humoriou-se. Hoguen ret eo, Philotee, caout santimant vad eus ar re a velomp o pratica vertuziou gant cals a imperfectionou, pa zeo ar Sent memes o deveus ii pratiquet er fæçon-se. Mæs evidomp-ni a dle beza sourcius d’en em exerci enno, non pas hepquen gant fidelite, mæs gant prudanç hac evit an effet-se heuly an avis eus ar Fu, na zuimp quet d’en em fiziout var hor prudanç hon-unan mæs var hini ar re pere a so roet deomp gant Doue evit hor c’hundui hac hon dirigea.

Beza ez eus certen traou, pere a so istimet vertuziou gant cals , ha cousgoude ne d’int quet ; hac e ret din lavaret ur guer deoc’h var quemense. An traou-se eo, pa vez un den extasiet pe ravisset oll hac eat emeas anezàn e-unan dre an union gant Doue ha dre an elevation a galon varzu-ac-ennàn ha perfectionou all evelse. An seurt perfec-tionou-se, Philotee, ne de quet vertuziou int ; recompansou, pere a ro Doue evit ar vertuziou, eo ez int, peautramant c’hoaz quent stantillonou eus an Eürusdet da zonet pere a vez presantet aviziou d’an dud evit ober dezo desirout an Eürusdet toutantier eus ar Barados. Mæs evit quemense oll ne d’e quet ret pretandi erruout er seurt perfectionou-se, pere ne d’int morsetout necesser evit caret ha servicha Doue ervat ; pehini hepquen a dle beza hor pretantion : lies a-veich ive ne dint quet graçou a guement a allemp da acquisitâ gant hor poan, pa zint quent passioriou, eguet actionou, pere a ellomp da receo ha non pas da brodui enõp. Ajouti à ràn, penaus n’hon eus antreprenet en em rena nemet tud honest, tud a zevotion, ha tud a zoujanç Doue, ha rac-se en drase eo e rencomp en em implija : mar plich gant Doue hor sevel bete ar berfectionou angelic-se, e vezzimp ivez Elez mad, hoguen o c’hortos en em exerçomp simplamant, humblamant ha devotamanr er vertuziou munut, pere en deveus hor Saiver exposet deomp da acquisita gant hor sourci ha gant hor poan, evel ma zeo ar batianter, an douçder, ar mortification interieur, an humilite, an oboissanç ar baourentez a galon, ar chastere, an drugarez en andret an nessa, supporti e imperfectionou, an dilijanç hac ar ferveur santel. Lesomp volontieramant ar vertuziou bras hac huel gant an eneou parfet, ne veritomp quet caout an seurt renq-se e servich Doue, re a enor vezo deomp e servicha en e gueguin, en e voulongeri, beza liquizien, portezourien, mevellou pe vitizien dezàn ; dezàn eo goudese, mar deo e volontez, hon tenna en e gabinet hac en e gonsail-privet. Ya, Philotee, rac ar Roue-se a c’hloar ne recompans quet e servicherien hervez an dignite eus an ofiç hac ar servich pehini a exerçont, mæs hervez ar garantez hac an humilite pe gant hini er servichont. Saül o clasq esen e Dad, a gafas ar Rouantelez a Israël, Rebeca o toura quesec Abraham a zeuas da veza pried d’e Vap ; Ruth o testum pennou varlerc’h medeurien Boos hac o cousquet e quichen e dreid a oue savet ouz e gostez ha rentet pried dezàn. Certenamant ar pretantionou huel, ha bras d’an traou extraordinal, a so meurbet sujet d’an illusionou ha d’an dromplerez ; hac e choarvez aviziou gant ar re a sonch dezo beza Elez, na dint quet so-quen tud-vad, ha ma vez muia c’hrandeur en o c’homsou hac en o discours eguet na vez en o santimant hac en o oeuvrou. Ne ranqueur cousgoude disprisout na blam netra temereramant ; mæs o veuli Doue eus ar renq huel pehini o deveus ar real, en em arretomp humblamant en hon renq pehini a so evit guir iseloc’h, mæs a so ivez assurroc’h a-se, ne de quet quen excellant, hoguen sortaploc’h ha convenaploch eo d’hon infirmite, ha d’hor paourentez pe en hini, mar en em gomportomp gant humilite ha gant fidelite, Doue hor savo da vrassoc’h ha da hueloc’h renq.