Mont d’an endalc’had

Trede quevren - Ar c’henta Chabistr

Eus Wikimammenn
troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 149-157)






AN DREDE QUEVREN
EUS AN INTRODUCTION
D’AR VUEZ DEVOT,
Eleac’h ma zeus cals a avisou evit an exerciç eus ar vertuziou.




AR C’HENTA CHABISTR.
Var ar choas pehini a dleer da ober e quènver an exerciç eus ar vertusiou.


MAm ar guenan ne sorti quet emeas na vez accompagnunequeat gant he oll heet guenan ; hac ar garantez ne antre jamæs en ur galon na vez accompagnunequeat ive gant an trein eus an oll vertuziou all oc’h o exerci evel ma teu ur C’habiten da exerci e soudardet : mæs n’o laca quet en œuvr nac assambles, na quement-ha-quement, nac e peb amser, nac e peb leac’h. An Den just a so evel ur vezen, pehini a so plantet var bord an dour-ret, hac a zoug frouez d’e amser ; abalamour ma teu ar garantez, oc’h arrousi [un] [1] ene, da brodui en-hi ar frouez eus an œuvrou vertuzus, peb-hini d’e amser. Ar musiq, peguen agreabl bennâc eo en-hi e-unan, a so cousgoude importun en ur c’haoun, eme ur proverb. Un defaut bras eo e cals a dud, pere oc’h antrepreni an exerciç eus a ur vertuz particulier bennâc, a zeu d’en em aheurti da exerci ar vertuz-se e peb seurt rancontr, hac a fell dezo, evel ar Philosophet ancien hont, pe veza bepret o vouela, pe veza bepret o choarzin, ha gouaz a reont c’hoaz o vlam hac o repren ar re pere ne exerçont quet ato, eveldo-ii, ar memes vertuziou-se. Ret eo en em rejouissa gant ar re pere en em rejouis, ha gouela gant at re pere a vouel, eme an Abostol ; hac ar garantez a so patiant, douç ha benin, liberal, prudant hac a dremen diouz peb-unan hervez Doue.

Beza ez eus cousgoude vertuziou pere a dle beza lequeat en usaich casi bepret, ha ne dleont quet hepquen ober o actionou a part, mæs c’hoaz e tleont squilla o c’haliteou en actionou eus ar vertuziou all oll. N’en em bresant quet nemeur a occasionou da exerçi an nerz hac ar gouraich : hoguen an douçder, an demperanç, an honestis, an humilite a so certen vertuziou pe gant re e tle beza livet an oll actionou eus hor buez. Beza ez eus evit guir vertuziou all excellantoc’h eguet ar re-mâ, hoguen cousgoude an usaich eus ar re-mâ a so muia requis. Ar sucr a so excellantoc’h eguet an holen, mæs an holen a so da servichout liessoc’h ha generaloc’h. Ha rac-se eo ret ato caout pourvision vat ha pront eus ar vertuziou general-mâ, pa ranquer en em servichout anezo casi ordinal.

Etre an exerciçou eus ar vertuziou, e tleomp preferi an hini a so muia conform d’hon dever, ha non pas an hini a so muia d’hor gout. An exerciç eus an austeriteou hac a vortificationou ar c’horf a yoa muia da c’hout Santes Paula evit jouissa mui a-se eus an douçderiou spirituel ; hoguen mui a obligation e devoa da senti ouz he superioret : hac evelse Sant Jerom a avoue penaus e verite ar Santes-mâ beza reprenet, abalamour ma rea abstinançou dreist voder enep an avis eus he Escop. An Ebestel er c’hontrol o veza destinet da brezec an Aviel ha da zistribui ar bara celestiel d’an eneou, a jugeas gant ræson mad penaus o divise fazi oc’h en em incommodi en exerciç santel-mâ, evit en lacat da gaout ar sourci eus ar beorien, peguen excellant bennaac eo ar vertuz-se. Peb vocation e deveus izom da bratica ur vertuz special bennâc. Ar vertuziou pere a dle beza exercet gant ur c’hreg demezet, a so dishènvel diouz ar vertuziou pere a dle beza exercet gant un intanves : ha peguement bennaac ma tle an oll caout an oll vertuziou, an oll cousgoude ne dleont quet o fratica quement-ha-quement, hoguen peb-unan a dle en em rei particulieramant d’ar vertuziou pere a so requis ar stad hac ar vocation pe da hini e galvet.

Etre ar vertuziou, pere ne apparchantont quet ouz hon dever hac ouz hor stad particulier, eo ret preferi ar re a so profitapla ha non pas ar re o deveus mui a apparanç. Ar steredennou lostec a seblant ordinal beza brassoc’h eguet ar stered eus an Eê, ha cousgoude ar steredennou lostec-se, pe mar de guell gueneoc’h, ar c’homettennou-se ne dint quet da veza comparachet nac e calite nac e ment ouz ar stered all, ha ne seblantont beza bras nernet abalamour ma zint tost deomp, ha ma zint stag ouz ur vatier grossoc’h cals eguet hini ar steret all. Beza ez eus dememes certen vertuziou, pere abalamour nia zint tost deomp, ha ma zint sansibl, hac e c’his pa lavaren, materiel, a so ivez estimet bras ha preferet ato gant ar gommun, evelse e vez preferet communamant an alusen corporel d’an alusen spirituel. Ar ciliç, ar yun, an drouc viscamant, an disciplin, ha mortificationou ar c’horf a vez preferet d’an douçder, d’an humilite, d’ar vodesti ha d’ar mortificationou all eus ar galon, pere cousgoude a so cals excellantoc’h ha profitaploc’h d’an ene eguet na de mortificationou ar c’horf. Choasit eta, Philotee, ar guella vertuziou, ha non pas ar re so estimeta, choasit ar re a so excellanta ha non pas ar re o deveus mui a apparanç.

Profitabl ve da bep-unan choas un exerciç particulier eus a ur vertuz bennâc, non pas evit dilesel ar re-all, mæs evit derc’hel justoc’h e speret occupet. Ur plac’h caer sclaerroc’h eguet an heaul, ornet ha paret royalamant ha curunet gant ur gurunen lore a apparissas da Sant Ian Escop eus a Alexandrii, hac a lavaras dezàn ; me a so merc’h ena d’ar Roue, margu’ellez va c’haout-me da vignones dit ; me az cunduo dirac e visaich. Ar Sant-màn a anavezas ervat oa an drugarez en andret ar beorien oa a recommande Doue dezàn dre ar plac’h caer-se, en hevelep-fæçon ma en em lequeas quement goudese d’e exerciç, ma voue galvet pelloc’h e peb leac’h Sant Ian an Alusenneur. Euloge Alexandrin o tesirout renta ur servich particulier bennâc da Zoue, hac o veza n’en devoa quet a nerz aoualc’h nac evit cundui ar vuez a solitud, nac evit en em lacat dindan oboissanç un all, a dennas en e di ur paourquez miserabl corrompet oll gant al lornez evit exerci en e andret ar charite hac ar mortification, hac evit e ober gant mui a verit, ec’herreu vœu d’e enori, de dreti ha d’e servicha evel a rae ur mevel d’e vestr ha d’e Autrou : mæs o veza deuet un dentation bennaac quen d’an den lofr-se quen da Euloge d’en em guitaat an eil eguile e zesiont d’en em adressi da Sant Anton, pehini a lavaras dezo, liquit evez mad, emezàn, va bugale, n’en em separac’h an eil diouz eguile : rac evel ma zouc’h ho taou tost d’ho fin, ma n’ho quef quet an Eal assambles, e viot e danger bras da goll ho curunennou.

Ar Roue Sant Lois a visite an Hospitaliou evel pa vise gaget da guemense, hac a serviche ar beorien gant e zaoarn propr. Sant Frances a gare dreist peb-tra ar baourentez pehini a c’halve e Itron. Sant Dominic a gare ar bredication peveus a hini en deveus e Urz quemeret an hano. Ar Pab bras Sant Gregor en em blige o cherissa ar belerinet diouz an exempl eus ar Patriarch bras Abraham hac en devoue an eür couls hag hemâ da receo ar Roue a c’hloar dindan ar furm eus aur Pelerin. Tobias en em exerce er charite da sebelia ar re varo. Santes Elizabeth peguer bras Princes bennaac oa, a gare dreist peb-tra an disprijanç anezi e-unan. Santes Catell a Gene o veza rentet intànves en em roas da servicha an Hospital. Cassian a recit penaus un Demesel devot pehini e devoa dezir da veza exercet er vertuz a batiantet, e devoue recours da Sant Athanas pehini ouz he requet a lequeas assambles ganti un intànves baour hac a yoa chagrinus, colerus, fachus, hac insuportabl, ha ne baouse oc’h injuria ar plac’h devot-se evit quement servich a receve diganti, hac evel-se e roas dezi leac’h da bratica excellant an douçder hac ar batiantet. Erfin etre servicherien Doue darn en em laca da sicour ar re glàn, darn da sicour ar re baour, darn da brocuri an avançamant eus an Doctrin christen etouez ar vugaligou, darn da zistrei an eneou collet hac egaret, darn da orni an Ilisou hac an Auteriou, ha darn all da brocuri ar peoc’h hac an union etre an dud : e quènver petra ec’himitont ar Brodeurien, pere a zeu da applica e naouspet fæçon gaer var ur fount bennâc ar seiz, an aour, hac an arc’hant, evit ober anezo peb seurt fleurachou var ur memes pez : evelse ivez an eneou devot-se pere a antrepren un exerciç particulier bennaac a zevotion, a zeu d’en em servichout eus an exerciç-mâ evel eus a ur fount evit ober o brodeur spirituel, pe var hini e praticont ivez e naouspet fæçon gaër ar vertuziou-all oll, o terc’hell evelse o actionou hac o affectionou guell unisset ha renquet dre ar raport pini a reont anezo d’an exerciç principal, ma zint en em roet dezi.

Pa vezomp attaquet gant ur valiç bennâc eo ret e quement a ma vezo possibl deomp en em laquat da bratica ar vertuz pehini a so control d’ar viç-se, o raporti ar vertuziou-all da honnez, rac dre ar voyen-se e trec’himp hon adversour ha ne lesimp quet n’en em avancimp er re-all oll. Mar doun attaquet gant ar superbite, pe gant ar goler, eo ret din e peb-tra en em drei hac en em blega a gostez an humilite hac an douçder, ha lacat da servichout, da guemense an exerciçou-all eus an oræson, eus ar Sacramanchou, eus ar brudanç, eus ar fermete hac eus ar sobriete. Rac evel ma teu ar moc’h gouez evit lema o squilfou pere a servich dezo d’en em zifen, evel ma teuont a lavaràn d’o frota ha d’o rigouignat ouz o dent-all, pere a vez lemet ive quer couls diouto ; de-memes an den vertuzus, o veza antreprenet en em renta parfet er vertus peveus a hini en deveus mui a izom evit en em zifen, a dle e lema hac e affila dre an exerciç eus ar vertuziou-all, pere o fervichout da lema hounnez, a zeu ive da veza lemmoc’h, excellantoc’h ha poulicetoc’h diouti. Evel a c’hoarvezas gant Job, pehini oc’h en em exerci particulieramant er batiantet a enep quennalies a dentation evel a stourmas ountàn, a zeuas da veza parfetamant Sant ha vertuzus e peb seurt vertuziou. Evelse e bet c’hoarvezet, ec’his a lavar Sant Gregor a Nazzianze, penaus dre un action hepquen eus a ur vertuz bennaac exercet mat, en deveus gallet un den erruout er berfection eus ar vertuziou ; hac evit exempl e tigaç Rahap, pehini o veza exercet mat an ofiç a hospitalite o tiguemeret charitablamant ur veich estranjourien en he zi, e devoue goudese an eür da erruout en un enor hac en ur c’hloar vras; mæs an drase a ententeur pa reer an action-se en ur fæçon excellant gant ur ferveur hac ur charite vras.

  1. Ouzhpennet diwar an destenn orin. [Notenn gant Wikimammenn]