Mont d’an endalc’had

Eil quevren - Ar c’henta Chabistr varnuguent

Eus Wikimammenn
troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 145-148)





AR C’HENTA CHABISTR
varnuguent.
Penaus e tleer en em dispos da Gommunia.


COmmancit d’an nos diaguent d’en em brepari d’ar Gommunion santel dre gals a aspirationou hac a actou a garantez en andret hor Salver, oc’h en em denna un nebeut abretoc’h da gousquet, evit ma c’hellot ivez sevel mintinoc’h. Mar diunit en nos, carguit neuse-souden ho calon hac ho quenou eus a ur goms bennâc a c’huez-mad, evit dre ar voyen-se ma vezo parfumet hoc’h ene da receo ar Pried divin pehini a veill endra ma zouc’h cousquet, hac en em brepar da zigaç deoc’h mil graç ha mil faveur, mar douch disposet eus ho costez d’o receo. Diouz ar mintin sivit gant ur joa bras o chortos an eür pehini a esperit da gaout en deiz-se ; ha pa viot bet o cofes, iit gant ur fizianç vras, mæs ive gant un humilite vras da guemeret ar bouet celestiel-se pehini a zeu d’ho mezur evit an immortalite. Ha goude ma ho pezo lavaret ar c’homsou santel-mâ varlerc’h ar Belec (Domine, non sum dignus ; Autrou, va Doue, ne doun quet dîn e c’hantreac’h em stomac, &c.) na remuit mui ho pen nac ho musellou nac evit pidi nac evit huanada, mæs o tigueri honestamant ha modest ho quenou, hac o sevel ho pen quemerit ha ma e ret evit ma vezo commod d’ar Belec ho communia ha guelet petra a ra, recevit leun a feiz, a esperanç hac a garantez an hini pehini, pe da hini , pe dre hini, ha p’evit hini e credit, e c’hesperit hac e quirit. O Philotee, en em imaginit penaus, evel ma teu ar venanen, goude beza destumet divar ar boquejou ar gliz eus an Eê hac ar suc dilicat eus an douar, d’e chench e mel ha d’e gaç d’e c’hest ; toudememes e teu ar Belec, goude beza quemeret divar an Auter Salver ar bed, guir Map da Zoue ha guir Map d’ar Verc’hes, pehini evel ur boquet a so sortiet eus a zouar hon humanite, e teu ar Belec, a lavaràn, d’e lacât evel ur bouet douç en ho quenou ha diabarz ar guest eus ho corf. Goude ma ho pezo-èn recevet, excitit ho calon da zont da ober homaich d’ar Roue-se a silvidiguez. Tretit gantâ eus hoc’h afferou interieur, considerit-en diabarz enoc’h, eleac’h ma zeo en em lequeat evit hoch eürusdet ; erfin grit dezâ un diguemer ar guella a vezo possibl deoc’h hac en em gomportit en hevelep-fæçon ma c’hanavezzot en hoc’h oll actionou penaus ema Doue gueneoc’h.

Hoguen pa na ellot quet caout ar mad-se da gommunia realamant en Oferen santel, communiit da viana a galon hac a speret, oc’h en em unissa dre un desir ardant gant hor Salver. Hoc’h intantion vras er Gommunion a dle beza d’en em avanç, d’en em fortifia ha d’en em gonsoli e carantez Doue ; rac receo a dleit evit ar garantez ar pez so roet deoc’h dre garantez hepquen. Non, hor Salver ne ell beza consideret en action ebet carantezussoc’h na tenerroc’h eguet houmâ, pe en hini e teu ec’his pa lavarret d’en em neantissa ha d’en em renta e bouet evit antren en hon eneou hac en em unissa interieuramant gant hor c’halon ha gant hor c’horf.

Mar goulen an dut monden ouzoc’h perac e communiit quen alies ? livirit penaus er grit evit disqui caret Doue, evit en em burifia diouz hoc’h imperfectionou, evit en em zilivra diouz ho miseriou, evit en em gonsoli en hoc’h afflictionou, evit en em souten en ho sempladureziou : livirit dezo penaus e tle daou seurt tud mont alies da gommunia : da guenta ar re barfet abalamour ma o deffe ur fazi bras o chom hep tostaat ouz ar sourcen a berfection, pa zint disposet mat ; d’an eil ar re imparfet, evit gallout justamat erruout er berfection : ar re gre evit na zuint quet da veza sempl ; hac ar re sempl evit ma tuint da veza cre ; ar re glàn evit ma vezzint yac’h, hac ar re yac’h evit na zuint quet da glènvel ; ha penaus evidoc’h-hu, ec’his ma zouc’h imparfet, sempl, ha clàn, hoc’h euz izom da gommunica alies gant Jesus-Christ, pehini e ho perfection, ho nerz hac ho medecin. Livirit dezo penaus ar re pere n’o deveus quet cals eus a afferou ar bed a dle Communia alies, abalamour ma o deveus ar gommodite a guemense, hac ar re pere o deveus cals eus a afferou ar bed a dle ober ivez, abalamour ma o deveus necessite a guemense ; hac an hini pehini a labour cals hac a so carguet a boaniou a dle ive dibri alies eus ar bouet divin-mâ. Livirit dezo penaus e recevit alies ar Sacramant santel evit disqui e receo ervat : abalamour na reer nemeur ervad un action, pe da hini n’en em exercer quet alies. Communiit alies, Philotee, ha liessa ma ellot gant avis ho Tad spirituel ; ha credit din-me ar gadoun a zeu da veza guen var certen meneziou er goan, abalamour na velont ha na zebront nemet an erc’h ; ha toudememes oc’h adori, hac o tibri alies ar guenet, ar vadelez hac ar burete memes er Sacramant divin-mâ e teuot da veza caer, da veza mad ha da veza pur meurbet.


————