Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/337

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
325
d’ar Vuez Devot.

guel a Zoue, hac e reot ervat peb-tra ; pe c’hui a zebro, pe c’hui a efo, pe c’hui a gousco, pe c’hui en em zivertisso, pe c’hui a droi ar ber, pe c’hui a raï un dra-all, nemet e c’houiot ervat menagi hoc’h afferou hac hoc’h oll sourciou er guel a Zoue, e profitot ato cals dirazàn, oc’h ober quement a reot abalamour ma fell dezàn mar-quirit ; va Doue, me ra quememâ eyit plijout deoc’h, ho volontez bezet great.




AR PEVARE CHABISTR
ha tregont.
Penaus eo ret caout ur speret just ha ræsonabl.


NE doump tud nemet dre ar ræson, ha cousgoude ez e ral ha dibaud caout tud hac a ve ræsonabl e guirionez : abalamour ma custum hon amour propr hon distrei diouz ar ræson oc’h hor c’hundui insansiblamant e mil seurt injustiçouigou ha faziouigou en andret hon nessa, pere a so dangerus evito da veza dister, ha pere, evel al lern munud, ma coms ar Scritur anezo er C’hanticou, a zeu da zegati ha da ruina ar guini ; rac abalamour ma ze bian ha dister ar faziou-se, ne lequeer quet a evez outo ; hac abalamour ma ze bras an niver anezo, ne lesont quet na noasont cals. An traou ma zan d’o lavaret deoc’h, ha’n de quet fa-