Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/336

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
324
Introduction

Liquit ho tourn ive da ober traou cre ha traou bras, oc’h en em exerci da ober oræson ha meditation, da frecanti ar Sacramanchou, da rei carantez Doue d’an eneou, da scuilla inspirationou mad e calonou ar re-all, hac erfin da ober oeuvrou bras, oeuvrou a gousecanç, ervez ar stad hac ar vocation ma emaouc’h o veva. † Mæs na ancounec’hait quet ivez ho querzit hac ho quiguiel (ouz peb ene mad e comser amâ quen a c’hoas quen a voues.) † [1] N’ancounec’hait quet ho querzid, da lavaret eo, pratiquit ar vertuziouigou dister hac humbl-se, pere a gresq evel boquejou ec’hars treid ar Groas, ec’his ma zeo renta servich d’ar beorien, guelet an dud clàn, caout sourci eus a dud o ty hac eus ho famil hac eus an œuvrou pere a zepand diouz ar sourci-se, ha caout un diligeans prositabl pehini n’ho leso quet da veza lesirec na da goll an amser. Hac e mesq an traou-se oll, etouez an oll servichou hac an oll sourciou-se taolit an hevelep considerationou hac an hevelep reflexionou mad pere am eus lavaret brema-souden eus a Santes Catell a Sienne.

An occasionou bras da servicha Doue n’en em bresantont nemeur a veich, mæs ar re vian a erru alies. Hoguen piou bennâc a vezo fidel en occasionou bian hac e nebeut a dra, eme hor Salver, a vezo etablisset var gals : grit eta peb-tra en hano hac er

  1. Ar frazenn-mañ n'ema ket ebarzh en destenn orin. [Notenn gant Wikimammenn]