Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/338

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
326
Introduction

ziou injust ha traou diræson int-ii : dre exempl.

Evit nebeut e vlamomp hon nessa, hac evit cals en em excusomp hon-unan. Guerza quer a fell deomp, ha prena a varc’hat mad. Justiç a fell deomp a ve great e ty hon hentez, hep e ve pardonet netra dezo ; hac en hon ty hon-unan e fell deomp e ve great trugarez hac excusset oll gueneomp. Ar pez a leveromp a fell deomp a ve recevet mat, ha ne recevomp quet hon-unan ervat ar pez a lavar ar re-all, o veza sansibl ha guiridic ouz o c’homsou. Beza e fell deomp e lesse hon nessa e dra gueneomp evit e baea ; ha ne de quet justoc’h dezàn miret e dra o lesell hon arc’hant gueneomp ? droulanç a ouzomp da un den pa na fell quet dezàn hon accommodi eus e dra ; ha n’en deveus-èn quet mui a ræson d’en em sacha, rac ma fell deomp e incommodi evit en em accommodi hon-unan ? Mar hor bez affection evit un exerciç, e neglijomp ar rest oll, hac e quefomp abec e quement na de quet d’hor goud. Mar bez unan bennâc eus ar re ma emaomp a ziouto, ha na bliche quet deomp hac, a ve savet hor meno outàn, petra bennâc a raï, ne quefomp mad netra digantàn, ne baouesomp oc’h e gontrista, emaomp ato oc’h e richinnat. Er c’hontrol mar bez agreabl un all bennâc deomp dre un affection sansuel, ne ra droug ebet na excusõp.