Beza ez eus bugale vertuzus hac o deveus poan o zad hac o mam oc’h o guelet, abalamour ma o deveus un difæçondet pe un deffot corporel bennâc ; ha beza ez eus bugale all pere a so vicius ha cousgoude ne dint quet hanter-velet gant o zad hac o mam abalamour ma o deveus un afæçondet hac ur c’hras bennâc a gorf. E peb-tra e preferomp ar re binvidic d’ar re baour, peguement bennâc na vent nac a vell condition na quer vertuzus, preferi a reomp so-quen ar re a so guell guisquet. Pourchu a fell deomp hor guir d’ar rigol : ha ne fell quet deomp e ve ar re-all quer rigolius o pourchu o hini. Jurdic oump o viret hon renq, hac e fell deomp e ve humbl ar re-all da lesell o hini. Prest oump da vlam hon nessa ha d’en em glem anezâ : ha ne fell quet deomp en em glemme den ac’hanomp. Ar pez a reomp evit hon nessa, a guefomp ato cals : hac ar pez a ra evidomp, a guefomp nebeut pe netra. Bref hènvel oump ouz clugiri ur certen bro galvet Paphlagonii, pere o deveus diou galon, rac en hon andret hon-unan hon eus ur galon douç ha gracius, hac en andret hon nessa hon eus ur galon rust ha rigolius. Daou boues hon eus, unan evit pouesa hor c’hommoditeou gant mui’hac a ellomp a avantaich, hac eguile evit pouesa re hon nessa gant mui’hac a ellomp a zisavantaich. Hoguen, evel a la-
Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/339
Neuz