Quenta quevren - An trede Meditation hac an unnecvet Chabistr
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?) (p. 38-41)
1. En em liquit e presanç Doue.
2. Pedit-èn d’hoc’h inspira.
1.
Onsiderit ar graçou corporel en deveus roet Doue deoc’h ; pebez corf, pebez commodite d’e antreteni, pebez yec’het, pebez consolationou, pebez mignonet, pebez asistançou. Mæs considerit an dra-se gant comparæson ouz cals a re-all pere a so guell eguedoc’h hac a so privet : cousgoude eus ar graçou-se : darn corrompet pe zifæçon a gorf, difform a vemprou, infirm a yec’het ; re-all abandonet d’ar vez, d’an disprigeanç, d’an disenor ; re-all affliget gant collou, gant
paourentez, ha Doue n’en deveus quet permetet e visac’h quer miserabl-fe.
2. Considerit an donæsonou eus ar speret. A bet hini so var an douar hac a so sot, pe arraget, pe zisquiantet ; ha petra na douc’h-hu quet eus an niver-se ? Doue en deveus ho favoriset. Pet so hac a so bet maguet rustiq hac inorant bras, hac ar Brovidanç divin e deveus lequeat hoc’h elevi hac ho tisqui erfat.
3. Considerit ar graçou spirituel en deveus roet Doue deoc’h :chetu c’hui unan eus a vugale an Ilis : Doue en deveus roet deoc’h ar c’hraç d’e anaout adalec ho yaouanctis. Peguen alies a inspiration hac a sclerigen interieur hac a remors a goustianç en deveus-èn digacet dec’hu evit hoc’h obligea d’en em amanti ? Peguen alies a veich en deveus-èn pardonet deoc’h ho pec’hejou ? Peguen alies a veich en deveus-èn ho tilivret diouz an occasionou ma oac’h exposet enno d’en em goll ? hac an amser dremenet-se ha ne doa-hi quet ur gommodite vras evidoc’h-hu d’en em avanç e silvidiguez hoc’h ene ? Guelit un nebeut a boent e poent peguen douç ha peguer favorabl e bet Doue en hoc’h andret.
1. Admirit ar vadelez a Zoue. O peguer mad eo va Doue em andret-me ! O peguer mad eff-èn ! É a so pinvidic ho calon-hu ebarz e trugarez ! Va Autrou, c’hui a so liberal e graçou hac e madelezou !. O va ene, discleriomp da jamæs peguement a c’hraçou en deveus great Doue deomp !
2. Admirit hoc’h ingrateri. Mæs petra oun-me, o va Autrou, ma hoc’h eus bet memor ac’hanon ? O peguer bras eo bet va indignite ha va mechancete-me ! Allas ! foulet em eus dindan va zreid ho mad-oberou ; disenoret em eus ho craçou dre ma em eus-y troet en abus hac e disprigeanç eus ho madelez souveren. Eleac’h un abym a c’hraç hac a faver ho poa em andret, n’em boa nemet un abym a ingrateri en hoc’h andret-hu.
3. En em excitit d’an anaoudeguez-vad en andret Doue. Hebien eta, o va c’halon, na vez mui infidel, ingrat ha disleal en andret ar mad-oberour bras-se. Ha penaus na ve quet va ene-me sujet hac oboissant hiviziquen da Zoue, pehinl en deveus great qument a vurzudou a chraç enon hac evidon ?
4. Ah ! va Philotee-me, distaguit ho corf diouz ar bligeadur-m’ar-bligeadur, diouz ar satisfaction brutal-se pehini hoc’h eus roet dezàn ; liquit-ên da servicha Doue pehini en deveus pourveat quement anezàn ; appliquit hoc’h ene d’e anaout ha da veza anaoudec ountàn dre an exerciç-m’an-exerciç pehini a so requis evit quemense. Bezit sourcius da implija ar moyenou pere a so en Ilis evit en em savetei hac evit caret Doue. Ya, me a frecanto an oræson, ar Sacramachou hac an instructionou-mad ; me a heulio an inspirationou hac an avertissamanchou a zui din aberz Doue.
1. Trugarecaït Doue eus an anaoudeguez en deveus roet deoc’h bremâ eus ho tever hac eus ar graçou pere hoc’h eus recevet digantâ.
2. Offrit dezàn ho calon gant hoc’h oll resolutionou.
3. Pedit-èn d’ho crehât evit ma talc’hot mat dezo ha ma o lequeot e pratiq dre ar merit eus a Varo e Vap. Implorit an intercession eus ar Verc’hes hac eus ar Sent. Pater noster, &c.