Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/459

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
447
d’ar Vuez Devot.

c’hanaout ervat penaus ma n’hoc’h eus quet avancet nemeur, n’e de nemet dre ho faut ; abalamour na douc’h quet bet fidel, courachus ha ferm da heul an inspirationou, ar sclerigen, hac ar mouvamanchou mad en deveus roet deoch en oræson hac en occasionou-all.

3. Protestit dezàn er meulot da jamæs eus ar graçou hac an oll madelez en deveus exercet en hoc’h andret, evit ho tenna eus ho coual inclinationou d’an nebeudic amandamant-se.

4. Goulennit pardon ountâ eus an infidelite hac an ingrateri hoc’h eus bet e quènver e chraçou hac e vadelez.

5. Offrit dezâ ho calon evit ma en em rento mæstr anezi toutafæt.

6. Supliit-èn d’ho renta fidel antieramant dezâ hivisiquen.

7. Goulennit sicour ouz ar Sent, ouz ar Verc’hes Sacr, hoc’h Eal Gardien, ho Paëron pe ho Maerones, Sant Joseph hac ouz ar re-all ma hoc’h eus devotion dezo.




AN NAVET CHABISTR.
Var ar gonsiderationou pere a so propr evit renouveli hon resolutionou mad.


GOude beza great an examen, ha beza conferet mad gant ur C’honducteur dîn