Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/460

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
448
Introduction

var an deffautou pere ho pezo cafet en ho comportamant, ha var ar moyenou da remedia outo, e quemerrot ar gonsiderationou pere a so amâ varlerc’h, och ober unan bemdez eguis ur veditation, hac oc’h implija enni an amser eus hoc’h oræson, ha quemense ato gant ar memes fæçon evit ar breparation hac an affectionou, peveus a hini ez ouc’h en em servichet er meditationou pere a so er Guevren guenta eus al lêvr-mâ : oc’h en em lacat abarz peb-tra e presanç Doue, hac oc’h implori e c’hraç evit en em founti ervat en e garantez santel hac en e servich.




AN DECVET CHABISTR.
Ar guenta consideration : peguen dîn ha peguen excellant e hon ene.


COnsiderit peguen nobl ha peguen excellant e hoc’h ene pehini e deveus un entendamant, hac a ene non pas hepquen ar bed-mâ pehini a ellomp da velet, mæs a ene c’hoaz penaus ez eus Elez hac ur Barados, a ene penaus ez eus un Doue meurbet souveren ha mad, hac oll-c’halloudus, a ene penaus ez eus un eternite, hac a ene ouzpen petra so propr ha convenabl evit beva ervat er bed-mâ evit erruout e compagnunez an Elez er Barados, hac evit jouissa