Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/57

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
45
d’ar Vuez Devot.

3. Pedit-èn ma roï deoc’h an nerz da veza fidel d’ho resolutionou mad, hac en em adressit d’ar Sent, ispicial d’ar Verc’hes, ma pligeo ganto intercedi evidoc’h. Pater noster. Ave Maria, &c.

Grit bremâ ho Poquet spirituel.




AR PEMPET MEDITATION
hac an trizecvet chabistr,
Var ar Maro.


Ar Breparation da vedita.

1. En em liquit e presanç Doue.
2. Goulennit ountâ e c’hraç.

En em imaginit ez ouc’h clàn var ho quele gant ur c’hlènvet marvel, hep esperanç ebet da barei.


Considerationou ha Reflexionou.

1.
COnsiderit penaus ne ouzoc’h nac an deiz nac an heur ma varvot. O va ene, ur veich e sortiot eus ar c’horf-mâ ! Hoguen peur vezo ? hac er gouàn vezo peautramant en hàn ? hac e kear vezo peautramant var ar meas ? hac en deiz vezo peautramant en nos ? hac hep e songeal vezo peautramant goude beza avertisset ? ha dre glènvet vezo pe dre acccidant ? ha c’hui ho pezo amser da gofes, pe c’hui n’ho pezo