O va Doue, jamæs mui, moyenant ho craç, non biquen jamæs gant ho sicour hac hoc’h asistanç, n’en em abandonin d’ar pec’het. Allas ! nemet re ne doun en em roet dezàn, siouaz ! E zetesti a ràn bremâ, o tistrei ouzoc’hu, o Tad a drugarez ! c’hui eo a garàn hac a fell din da garet pelloc’h eus a greis va c’halon o tesirout beva ha mervel en ho craç.
4. Evit effaci ar pec’hejou tremenet, me en em accuso anezo gant couraich, ha ne lesin quet unan hepquen n’er chassein eus va ene dre ar Gonfession. 5. Me raï va fossibl evit difframma eus va c’halon antieramant ar griziou anezâ, ispicial eus a certen pec’hejou pere a ra muia poan ha muia importunite d’am c’houstianç. 6. Hac evit dont a-ben a guemense, me en em servicho fidelamant eus ar moyenou pere a vezo cusuliet din gant va Zad spirituel, o cridi ervat penaus ne ouffen jamæs ober aoualc’h evit rapari quer bras pec’hejou evel am eus great ?
1. Trugarecaït Doue pehini en deveus ho cortoet bete vremâ da zistrei ountàn, hac en deveus roet deoc’h ar santimanchou hac an affectionou mad-mâ.
Offrit dezàn ho calon evit ma en disposo da effectui ha da accomplissa ar santimanchou-se.