Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/58

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
46
Introduction.

quet ? ha c’hui a vezo asistet gant ho Confessour ? Allas ! ne ouzomp netra eus a guemense-oll: ar pez ma zomp sur anezàn hepquen eo ma varvimp, hac ato quent eguet na songeomp.

2. Considerit penaus e finisso neuse ar bed evidoc’h. Ya, ar bed-mâ ne vezo mui netra dec’hu : disparissa a raï a zirac ho taoulagad ; ha neuse ar bligeadurezou, ar vaniteou, pep seurt joa monden, pep seurt affection vean ha pep seurt attaich fall a seblanto deoc’h evel ur squeut pe ur gouabren o tremen ebiou. Ah ! miserabl ma zoun, pe evit rambre ha pe evit bagatelez em eus-me offanfet va Doue ! Neusè e vellot penaus hoc’h eus quiteat Doue evit un neant. Er c’hontrol neuse ho pezo avi ouz an devotion, hac ouz an œuvrou mad pere a seblanto deoc’h beza douç ha da veza desiret bras. Ha petra n’am eus-me heuliet an hent-se pehini a so quer caer ha quen agreabl, eme viot-hu ? Neuse ar pec’hejou pere a gafac’h bian a gueffot bras evel meneziou, hac ho tevotion a gueffot dister meurbet.

3. Confiderit ar c’himiat trist ha melconius a raï hoc’h ene diouz ar bet-mâ : lavaret a raï adeo evit mad d’ar binvidiguezou, d’ar vaniteou, d’ar gompagnunezou vean, d’ar plijadurezou, d’an tremen-amser, d’ar vignonet pe vignoneset, d’an ameseyen, d’ar guerent, d’ar pried ha d’an oll, hac erfin