Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/59

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
47
d’ar Vuez Devot.

d’e c’horf pehini so steanet ha melenet, diffiguret ha flerius.

4. Considerit pe gant quement a bres e vezo lianet ha savet ar c’horf-se evit e guzet en douar ; ha quemense great, ne songeo nemeur ar bed enoc’h mui ; ancounec’heat viot couls ha-ma hoc’h eus ancounec’heat ar re-all pere a so bet en ho raoc. Doue ra roï joa d’e ene, a vezo lavaret, ha chetu eno tout. O Maro ! te a so da veza confideret ! re a so c’huero ha didruez !

5. Considerit penaus, evel ma sorti an ene eus ar c’horf, e quemer an hent a zeou pe a gleiz. Allas ! peleac’h e zaï hoc’h hini-hu ? Pebez hent a raïo-hi ? Quen hent ne-met an hini e devezo commancet er bed-mâ-sur.

Affectionou ha Resolutionou.

1. Pedit Doue hac en em strinquit etre e zivrec’h. Allas ! va Autrou ha va Salver, pliget gueneoch va receo dindan ho protection en deiz terribl-se, ha renta din an heur-se eürus ha favorabl, pa dleffe an oll deiziou hac an oll heuriou-all eus va buez beza leun a dristidiguez hac a affliction.

2. Disprigit ar bed-má. Pa na oun quet an heur ma rinquin da guitaat, o bet tromplus, ne fell quet din en em staga ouzit. O querent ha mignonet pe mignoneset quer, permetit n’am bezo mui quen