Trede quevren - An navet Chabistr
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?) (p. 203-207)
Nan eus ar praticou. mad a ouffemp da ober eus an douçder eo e exerci en hon andret hon-unan, hep en em zipita jamæs ouzomp hon-unan nac ouz hon imperfectionou. Rac peguement bennâc ma c’houlen ar ræson, goude ma hor bez faziet, hor be regret ha displijadur a guemense, e tleomp cousgoude miret n’hor be un displijadur chagrinus, dipitus ha colerus : hac eno e ra ur faut bras ar re pere a zeu d’en em goleri rac beza en em lequeat e coler, a zeu d’en em chagrina rac beza en em lequeat e chagrin, hac o deveus dipit rac beza en em dipitet. Dre ar voyen-se e talc’hont o c’halon confitet ha distempret ato er goler ; ha peguement bennâc ma seblante an eil goler chasseal ar guenta, e servich cousgoude da un digor ha da ur passaich evit ur goler-all er guenta occasion a erruo : hac ouzpen so, ar goler-se, an dipit hac ar chagrin-se ouzomp hon-unan n’en deveus quen but nemet an orgouill, na quen sourcen nemet an amour propr, pehini a ra deomp en em droubli hac en em inquieti oc’h en em velet imparfet. Ret eo eta caout un displijadur eus
hor fautou hac a ve pæsibl, patiant ha ferm. Rac evel ma teu ur Barner da bunissa guell cals ar re vechant o rei e setanç gant ræson ha gant ur speret a repos, eguet non pas oc’h e rei dre amportamant ha dre bassion, abalamour o varn dre bassion ha dre humor ne de quet diouz ma ze ar fautou eo e teu d’o funissa, nemet diouz ma zeo e-unan : dememes e teuomp d’en em bunissa hon-unan cals guell dre un displijadur pæsibl ha constant, eguet non pas dre un displijadur grignous, chagrinus hac impatiant, abalamour na de quet diouz ar c’hrevusdet eus hor fautou eo e quemeromp an displigeadur chagrinus hac impatiant-se, mæs diouz hon humor hac hon inclination. Dre exempl, un den pehini a gar ar chastete en em zipito gant ur chagrin bras, disterra faut en devezo great a enep ar vertuz-se, ha cousgoude ne rai cas ebet evit beza droug-brezeguet e nessa : er c’hontrol un all, pehini a gassa an droug-brezec, en em chagrino da veza murmuret un nebeudic a enep e nessa, ha ne raï scrupul ebet evit beza coumetet ur faut bras a enep ar chastete : ar memes tra a lavaràn eus ar viçou-all ; hac an dra-se ne erru nemet abalamour na varnont quet o c’houstianç dre ræson, mæs dre bassion ha dre inclination.
Credit din-me, Philotee, evel ma o deus ar remontrançou a ra un Tad en ur fæçon douç ha cordial mui a nerz var speret ur c’hrouadur evit e gourrija, eguet n’o deffe ar c’holeriou hac an amportamanchou : dememes pa en devezo great hor c’halon ur faut bennâc, mar e reprenomp gant remontrançou douç ha pæsibl, o caout mui a druez outi eguet a zipit, o rei couraich dezi d’en em amanti, an displijadur pehini e devezo an hen-se a antreo enni dounoc’h eguet pa e reprennemp en ur fæçon dipitus, chagrinus hac impatiant. Evidon-me ma em be, dre exempl, un affection vras d’en em viret na gouezzen er viç eus ar vanite, pe en ur viç-all, hac e ven cousgoude couezet ebarz a lam-caer, ne garren quet repren va c’halon er fæçon-mâ : ha ne dou-de quet miserabl hac abominabl en em lesell da goueza er vanite goude quen-alies a resolutionou ? Gant ar vez e ranquez crevi, ha ne dleffes mui sevel da zaoulagat etrese an Eê, mechantes, imprudant, treitoures ha disleal ma zout en andret da Zoue, hac an seurt traou-se. Hoguen me falfe din e c’hourrija gant ræson ha gant compassion, ec’his ma ve lavaret : hebien, va c’halon baour, chetu-ny couezet er fos ma hor boa quement a resolution da drei diouti : lequeomp hor poan d’en em sevel ha da dec’het diouti evit mad : goulennomp sicour ouz Doue hac esperomp en e drugarez penaus hor pardono hac hon asisto da veza fermoc’h ha fideloch dezàn hivisiquen : en em lequeomp adarre en hent eus an humilite : quemeromp couraich c’hoaz, va ene paour, ha bezomp var hon evez pelloc’h : Doue hor sicouro hac a roï deomp ar c’hraç, mar plich gantàn, da ober profit eus a guememâ-oll. Chetu penaus e carren en em repren, ha var ar reprimand douç-mâ e falfe din batissa ur resolution ferm ha stabil d’en em ampeich da goueza er faut-se, och en em servichout eus ar moyenou convenabl evit quemense, hac o c’houlen avis va Directeur.
Ma na gaffe quet cousgoude unan bennâc, ec’halle beza touchet aoualc’h e galon dre ar gourrection douç-mâ, ec’hallo en em servichout eus a ur rebeich hac eus a ur reprimand, pehini a vezo rustoc’h ha crehoc’h, evit excita en-hi ur gonfusion vras, nemet ma tui, goude beza reprenet ha corriget rust e galon, da finissa dre zouçder, o c’heinch soll regret hac e oll dipit en ur fizianç douç ha santel e madelez Doue, hervez an exempl eus ar penitant bras hont, pehini o velet e Ene affliget, na zeue d’e c’honsoli er fæçon-mâ : perac e zoude trist o va Ene, ha perac e teues-te d’am zroubli-me ? laca da esperanç e Doue, rac e veuli a rin c’hoaz, en pehini eo va silvidiguez ha va Doue carantezus. Consolit eta gant douçder ho calon pa vezo couezet en ur faut bennâc, oc’h en em humilia cals dirac Doue oc’h anaout peguer miserabl ouc’h, hep en em estoni morse-tout eus ho lam, pa na de quet estrainch e ve infirm an infimite, ha sempl ar sempladurez, ha paour ar baourentez : de-testit cousgoude muia ma e possibl deoc’h an offans pehini hoc’h eus great da Zoue, ha ganr ur gouraich hâc ur fizianç vras en e drugarez en em liquit adarre da bratica ar vertuz pe da hini oac’h manquet.