Trede quevren - Ar c’huec’hvet Chabistr ha tregont
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?) (p. 333-346)
ha tregont.
R Briedelez a so ur Sacramant bras, me lavar en egard da Jesus-Christ ha d’e Ilis : enorabl eo d’an oll, etre an oll, hac en oll, da lavaret eo, en e oll guevrenou. Me lavar eo enorabl d’an oll, rac ar Guerc’heset memes a dle enori ar briedelez gant humilite. Enorabl eo etre an oll, rac ar briedelez a so quer santel ha quen din etre ar beorien evel etre ar binvidien.
Enorabl eo ivez en oll, da lavaret eo en e oll guevrennou : rac ar gommançamant, ar fin, an utilite pe ar profit, ar form hac ar vateri eus ar Sacramant a Briedelez a so a gousecanç vras d’ar Republic : rac ar c’hrizien hac ar sourcen eus ar mad public eo ar briedelez.
Pliche gant Doue, ra ve couviet e Vap unic hor Salver d’an oll Eureujou evel ma oue couviet d’an Eured eus a Cana e Galilee, ar guin a gonsolation hac a venediction ne vanque jamæs ebarz : rac ar pez a so caus na deus peurvuia nemet nebeudic eus an seurt guin-se er commançamant eus ar briedelezou, eo abalamour ma couvier enno an Idol impur Adonis eleac’h hor Salver, hac an Idoles impudic Venus eleac’h ar Verc’hes Vari. Piou bennâc a fell dezàn caout oanedigou caër a liou marellet, evel en devoue Jacob, a renq eveldan lacat dirac an devet pa en em zestumont d’en em barrât, guialennou caër eus a bep liou. Dememes nep a fell dezàn caout chans vad er Briedelez, a dleffe en e Eured lacat dirac e zaoulagat ar santelez hac an dignite eus ar Sacramant-mâ : hoguen eleac’h quemense e c’herru ebarz mil direglamant, en divertissamanchou, e banquejou hac er c’homsou : ne d’e quet estrainch eta ma teu ac’hano cals a effejou direglet ivez er briedelez.
Dreist peb-tra e c’hexhortàn ar Priedou da gaout an eil evit eguile ar garantez pehini a recommand dezo quement ar Speret santel er Scritur sacr : ô priedou, ne d’e netra lavaret, en em guirit an eil eguile dre ur garantez natural : rac ar paresou a durzulennet hac a bichonet a ra ervat quemense ; na lavaret ivez en em guirit, dre ur garantez humen, rac ar Baianet o deveus ervat pratiquet an seurt carantez-se. Hoguen me lavar deoc’h varlerc’h an Abostol bras : ezec’h, quirit ho craguez evel ma car Jesus-Christ e Ilis : ha c’hui graguez, quirit hoc’h ezec’h evel ma car an Ilis e Salver. Doue oue a zigaças Eva d’hon tad quenta Adam, hac e roas dezâ da c’hreg : Doue ive, priedou, eo en deveus grêt gant e zorn invisibl ar c’houlm sacr eus ho priedelez, hac en deveus ho roet an eil d’eguile achanoc’h ; petra e dec’hu’ta n’en em cherissit quet dre ur garantez santel ha toutafæt sacr ha divin.
Ar c’henta effet eus ar garantez-mâ eo an union ferm etre ho calonou : mar bez colet daou blanquen sapr an eil ouz eguile, nemet e vezo mad ar c’hol, e vezo quer cre an union etrezo, ma faouetet quent an daou blanquen-se en un andret-all eguet en andret ma zint colet hac unisset assambles ; hoguen Doue a unis hac a stag an eil pried ouz eguile ec’his pa lavarren gant ar c’hol eus e c’hoad propr : ha rac-se an union-se a so quer cre, ma tle quent an ene en em separi diouz ar c’horf, eguet an eil pried diouz eguile ; hac an union-mâ ne dleer quet da entent principalamant eus ar c’horf, mæs eus ar galon, eus an affection hac eus ar garantez. An eil effet eus ar garantez-mâ eo ar fidelite vras a dle an eil pried d’eguile. Gueichall e veze gravet ar c’hachedou var ar goualigner, pere a zouguet var ar bisiad, hervez an desteni memes eus ar Scritur sacr. Chetu amâ’ta ar secret eus ar ceremoni, pehini a vez grêt en Eureujou ; an Ilis dre zorn ar Belec a vinnig ar voualen eured, hac oc’h e rei da guenta d’ar goas, e tisquez penaus e teu da siella ha da gachedi e galon dre ar Sacramant-mâ, evit na allo jamæs mui antren en-hi nac an hano nac ar garantez eus a nep maoues-all, endra vezo beo hounnez, pehini a so roet dezàn. Neuse ar Goas a laca ar voualen-se var bis ar Vaoues, evit ma ouezo-hi quercouls penaus ne dle jamæs he c’halon caout affection evit den all ebet endra vevo var an douar an hini ma teu hor Salver eus e rei dezi. An trede frouez eus ar briedelez eo caout bugale hac o mezur evel ma ze dlet. Un enor bras e deoc’h, Priedou, ma teu Doue, o fallout dezâ multiplia an eneou pere a alle e veuli epad an eternite, ma teu, a lavaràn, d’en em servichout ac’hanoc’h evit e sicour en un ouvraich quen din, oc’h anjandri ar c’horfou, pe en re e squill, evel beradou celestiel, an eneou oc’h o c’hroui, evel ma er gra pa o laca er c’horfoù-se.
Conservit eta, ezec’h, ur garantez tener, constant, ha cordial en andret ho craguez, evit quemense oue tennet ar vaoues eus ar c’hostez tosta da galon ar goas quenta, evit ma en divise ur garantez tener ha cordial eviti. Ar sempladurez hac an infirmite quen a gorf quen a speret eus o craguez ne dle quet ho lacat da gaout nep seurt disprijanç anezo, mæs quent-se ur gompassion douç ha carantezus evito, pa zint crouet evelse gant Doue, evit d’ar fin, o veza depandant ha sujet deoc’h, ma receffot diouto mui a enor hac a respet, ha ma ho pezo-ii evit compagnunezet en hevelep-fæçon ma viot cousgoude o fennou hac o superioret. Ha c’hui, graguez, quirit ivez ar priedou en deveus roet Doue deoc’h, dre ur garantez tener ha cordial, mæs ur garantez leun a respet hac a reveranç evito : rac evit quemense endeun eo ez int crouet gant Doue en ur sex vigourussoc’h ha crehoc’h da zomina, hac ez e falvezet dezâ e vise ar vaouez un depandanç diouz ar goas, un ascorn eus e esquern, ur c’hic eus e guic, hac e vise furmet eus a ur gosten anezân tennet eus a indan e zivrec’h, evit diquez penaus e tle beza dindan an dourn hac ar gundu eus ar goas ; hac an oll Scritur sacr a recommand deoc’h ric-a-ric ar sujetion hac ar soumission-se, pehini cousgoude a so rentet dous deoc’h gant ar memes Scritur, non pas hepquen o fallout dezi en em roac’h d’ar soumission-se gant carantez, mæs ivez o c’hourc’hemen d’ho priedou, ma c’hexercint ar sujetion hac an domination-se en ho quenver gant un denerediguez hac un douçder vras. Ezec’h, eme Sant Paul [1], en em gomportit gant furnez ha gant prudanç en andret ho Craguez evel en andret ur vessel pehini a so fragiloc’h eguedoc’h, o touguen enor ha respet dezo.
Mæs endra hoc’h exortàn da grisqui mui-ouz-vui ar garantez-se, pehini a dleit an eil Pried d’eguile ac’hanoc’h liquit evez na zeue da chench e nep seurt jalousi : rac alies ec’herru penaus, evel ma teu ar preon d’en em anjandri en un aval an dilicata hac ar meurra , e teu ivez ar jalousi d’en em anjandri er garantez an denerra hac an ardanta a vez etre ar Priedou, hac e teu da gorrompi ha da goll ar sustanç eus ar garantez-se ; rac ac’hano e sao a nebeut e nebeut an noas, an disantion hac an divorç. Certenamant ar jalousi ne erru jamæs eleac’h ma vez fontet a bep-tu ar garantez var at guir vertuz : ha rac-se eo ur merq eus a ur garantez un dra bennâc sansuel hac impur, pehini a so en em adresset eleac’h ma en deveus rancontret ur vertuz inparfet, inconstant ha sujet d’an disfizianç ; rac ar jalousi a so evit guir ur merq eus a ur garantez vras hac ardant, hoguen non pas eus a ur garantez vad, pur ha parfet : pa ze guir penaus ar berfection eus ar garantez a suppos, ez e certen ar vertuz eus an dra pehini a gueromp, hac ar jalousi a suppos ez e incerten.
Mar fell deoc’h, Ezec’h, e ve fidel ho Craguez deoc’h, disquezit dezo an exempl a guemense hoc’h-unan. Penaus hoc’h eus-hu an effronteri, eme Sant Gregor a Nazianze, da fallout e ve honest ha chast ho craguez, mar bevit hoc’h-unan en impudicite hac en disonestis ? penaus e credit-hu goulen outo ar pez ne roit quet dezo ? mar fell deoc’h e vent chast, en em gomportit hoc’h-unan gant chastete en o andret : hac evel a lavar Sant Paul, Gouezet beb-unan miret e vessel e santelez.
Mar deut er chontrol da zisqui dezo fallagriez hoc’h-unan, ne de quet estrainch mar ho pez disenor diouto. Mæs c’hui, graguez, peveus a re ar chastete hac an honestis ne ell quet beza separet diouz hoc’h enor, bezit jalous da gonservi ho cloar, ha na bermetit quet e teue nep-seurt dissolution na libertinaich da devalaat ar sclerder eus ho reputation : an Tad santel-mâ eo a coms ouzoch.
Bezit en aon rac peb-seurt attacou peguen dister bennâc e c’hallent beza ; na bermetit jamæs nep-seurt jestou na badinerez var ho tro. Piou bennâc a zeu da veuli ho quenet hac ho cras a dle beza suspect deoc’h : rac nep a veul ur varc’hadourez pehini ne ell quet da brena, a vez peurvuia tentet bras d’e laërez. Hoguen mar deu nep ho meul, da zisprisout ho pried er memes amser e ra deoc’h un offans Bras meurbet ; rac un dra sclær eo, penaus non pas hepquen e fell dezàn ho coll, mæs ho quemer dija evit anter-gollet, pa ze great an hanter eus ar marc’had gant an eil marc’hadour, oc’h en em degouti eus ar c’henta. An Itroneset gueich-all ha bremâ ivez a gustum lacat perles e cantite ouz o discouarn dre ar blijadur pehini o deveus, eme Plin, oc’h o santout o rigoignat pa douich an eil perlesen ouz e ben. Mæs evidon-me, pehini a oar ervat penaus ar mignon bras da Zoue Isaac a gaças cleier discouarn evit an erres quenta eus e garantez d’ar Plac’h chast Rebecca, me a gred e sinifi an ornamant mystic-se, penaus ar guenta quevren a dle ur pried da gaout var ur c’hreg hac a dle ivez ar c’hreg da viret dezàn fidelamant, eo ar scouarn, evit na antreo en-hi nep seurt langaich na trous, nemet ar rigouin dous hac amiabl eus ar c’homsou chast hac honest, pere eo ar perles oriantal eus an Aviel. Rac ret e caout memor ato, penaus e vez ampoesonet an eneou dre ar scouarn, evel ma vez ar c’horf dre ar guenou.
Ar garanrez hac ar fidelite unisset assambles a zeu da anjandri ato ar brivote, ma lavar, al liberte hac ar fizianç etre ar priedou : ha rac-se ar Sent ha Santeset o deveus bet uset gant cals a cherissamant en o friedelez ; cherissamant hac a yoa caranrezus evit guir, mæs ive chast ; tener evit guir, mæs ive sincer. Evelse Isaac ha Rebecca ar chasta coupl priedou eus an amser ancien a oue guelet dre ar prenest oc’h en em cherissa en hevelep-fæçon, peguement bennâc ma er greant e peb honestis, ma c’hanavezas ervat Abimelec diouz quemense penaus oa ret e visent priedou. Sant Lois, pehini a yoa quer rust ouz e gorf evel ma zoa tener a garantez ouz e bried, a oue casi blamet abalamour ma cafet e cherisse re anezi, peguement bennâc e guirionez ma verit-se quent beza meulet, oc’h ousout iselaat ar speret vaillant ha courachus pehini en devoa, bete an deveriou munut-se, pere a so requis evit conservi ar garantez hac an union etre ar priedou : rac peguemenr bennâc na zeu quet ar mercouigou-se a garantez pur ha franc da eren ar galonou, e teuont cousgoude d’o zostaat, hac e servichont da un ajustamant agreabl evit ar gonversation hac an antretien familier etre ar priedou.
Santes Monica o veza brases var Sant Augustin, en dedias hac en offras lies a veich d’ar Religion Gristen, ha da servich Doue evit e c’hloar, evel ma en ro da entent St. Augustin e-unan, en ur lavaret, penaus en devoa dija tanveat eus a holen Doue e cof e vam. Quemense a so un instruction vras evit ar graguez Christen, da offri ive d’ar Vajeste divin ar frouez eus o c’horf, abars so-quen e zigas var an douar : rac Doue pehini a receo ar pez a offr ur galon humbl ha volontier dezàn, ne vanq quet da gaout agreabl ha da lacat da brosperi peurvuia an affectionou mad eus ar mamou en amser-se : ar Profet Samuel, Sant Thomas, St. Andre a Fiesole ha cals a re-all a ro testeni a guemense. Mam Sant Bernard, ur vam din da gaout un hevelep map, a guemere he bugale etre he divrec’h evel ma vezent ganet, evit o offr da Jesus-Christ ; ha pelloc’h o c’harre gant respet evel un dra sacr pehini en devoa fiziet Doue en-hi : ar pez a brosperas ganti quen eürus, ma oue oll Sent bras ar seiz crouadur pere e deoue. Hoguen pa vez ar vugale deut er bed, o commanç caout an usaich a ræson, e tle an tadou hac ar mamou caout ur sourci bras da imprima doujanç Doue en o c’halon. Ar Rouanes vad Blanca en em acquitas excellant eus an dever-se en andret ar Roue Sant Lois he Map ; rac alies e lavare dezàn : guell ve gueneèn cals, va map quer, emezi, ho quelet o vervel dirac va daoulagad, eguet ho quelet o commeti ur pec’het marvel hepquen ; ar c’homsou-man a choumas gravet e calon ar map santel-se en hevelep-fæçon na dremenas deiz eus e vuez, evel ma conte e-unan goudese, n’en devoue memor anezo, o lacat e boan e quement ha ma oa possibl dezàn da zerc’hel mad d’ar scol divin-se. Certen e penaus ar raç hac al lignez a so galvet en hon langaich ty ; evelse e lavarer e vez un den eus a dy mad pa vez savet eus a raç vad ; an Hebreanet memes a c’halv edification a dy ar generation a vugale ; rac er fæçon-se eo e tleer entent ar pez a lavar ar Scritur, penaus Doue a edifias tiez d’an amiegueset eus a Egypt : ha quemense a so evit disquez penaus ne de quet ober un ty mad eo fourra cals a vadou temporel ebarz, elevi ervat ar vugale e doujanç Doue hac er vertuz eo.
Equènver an dramâ eo ne dle an tad hac ar vam espern nep-seurt poan na trevel, pa ze o c’hurunen eo ar vugale. Evelse ivez e combatas hac e trec’has Santes Monica gant quement a gouraich hac a berseveranç ar goal inclinationou eus he map Sant Augustin, o font d’e heul ha var vor ha var zouar, ma en rentas eürussoc’h crouadur d’he daelou o convertissa e ene, eguet na doa crouadur d’he goad oc’h anjandri e gorf.
Sant Paul a les gant ar gragues ar sourci eus an ty evit partaich : ha rac-se o deveus cals ar guir santimant-mâ, penaus eo profitaploc’h devotion ar graguez d’an ty ha d’ar famill, eguet hini an ezec’h, pere o veza na choumont quet quen ordinal etouez tud o zy, ne ellont quet ivez o dressi hac o sturia quen eas er vertuz, evel ma c’hell ar graguez, pere a chom er guear peurvuia. Abalamour da-se eo e laca Salomon en e broverbou, penaus e tepand an eürusdet eus an oll tieguez diouz ar sourci hac an adres eus ar C’hreg cre hont, peveus a hini e ra ar veuleudy.
Ar Scritur er Genese a lavar penaus Isaac o velet e c’hreg Rebecca hep bugale, a bedas an Autrou Doue eviti, peautramant evel a lavar an Hebreanet, e pedas Doue vis-a-vis dezi, unan oc’h e bidi a gostez sao-heol, hac un all a gostez cuz-heol ; evelse ivez oue exaucet peden an ozac’h, oc’h e beza grêt er fæçon-se. Ar vrassa hac ar brofitapla union etre ar c’hreg hac an ozac’h, eo an hini a vez grêt en devotion santel, pe da hini e tleont en em zouguen an eil eguile peurvuia. Beza ez eus frouez, evel ma zeo ar c’hoin, pere o veza ma zint c’huero ne dint nemeur agreabl nemet e confitur, beza ez eus re-all, pere o veza tener ha dilicat ne ellont quet en em gonservi nemet confitet vent ivez, evel ma zeo ar c’heres hac an abricotet : evelse ar graguez a dle souheti ma ve o ezec’h confitet er sucr eus an devotion ; rac ar goas hep devotion a so un aneval feuls, reat, c’huero ha rust ; hac an ezec’h a dle ive souheti e ve devot o graguez ; rac ar vaoues hep devotion a so meurbet fragil ha sujet da goueza, pe da vouenvi er vertuz. Sant Paul en deveus lavaret, penaus un ozac’h infidel a vez santifiet ha guelleat gant ur c’hreg pehini a so fidel da Zoue, hac ur c’hreg infidel a vez ive santifiet gant un ozac’h pehini a so fidel da Zoue : abalamour, o veza quen unisset dre an alianç eus ar briedelez, ma c’hell eas an eil tenna eguile d’ar vertuz. Mæs pebez benediction eo eta pa-zeu an ozac’h hac ar c’hreg, o veza fidel da Zoue o daou, d’en em sanctifia an eil eguile en e zoujanç hac en e garantez ? Erfin ar batiantet a bep costez an eil o suporti eguile eus ar priedou, a dle beza quer bras, na vent jamæs o daou e coller assambles hac a un taol, evit na vezo guelet dissantion na debat ebet entrezo. Ar guenan ne ellont quet en em arreti eleac’h ma zeus egleo ha trous, en andrejou ma ton ha ma ræson ar vouez : nac ar Speret santel ne ell quet en em arreti quennebeut en un ty, eleac’h ma zeus tabutou, disputou , arguerez, contestou ha ræsonamanchou an eil re ouz o hentez. Sant Gregor a Nazianze a zesq deomp, penaus en e amser e solennise an dud demezet bep bloaz an deiz ma vezent bet eureujet. Certenamant ne zisapprouven quet e ve digacet ar c’hustum-se bremâ ive, nemet na ve quet gant apparaillou a recreationou monden ha sansuel ve er graet; mæs ervat ma teue an ozac’h hac ar chreg da gofes ha da gommunia en deiz-se, o recommandi da Zoue gant mui a ferveur eguet en deiziou-all an issu-mad eus o friedelez, hac o nevezi ar resolutionou mad da santifia o friedelez mui ouz vui dre ur garantez hac ur fidelite vras an eil evit eguile, hac o quemeret adarre o halan en hor Salver evit supporti ar beac’h ha dougen ar garg eus o stad hac eus o vocation.
- ↑ Neket s. Paol, met s. Pêr eo an hini a skriv kement-se (Ep. I, 3 ha 7). Reizh eo meneget en destenn orin. [Notenn gant Wikimammenn]