mense nemet da Zoue. Liquit ho poan en ur fæçon douç bennâc da ober da nep a lavar an droug, antren ennàn e-unan : livirit ur mad all bennâc, mar gouzoc’h, eus a nep so offanset a droug-prezeguet.
On langaich hac hor parlant a dle beza douç, franc, sincer, naïf, ha fidel. Liquit evez n’en em servichac’h eus a gomsou doubl ha tromplus, nac eus a nep seurt finessaou ha feintisou en ho parlant ; peguement hennâc na ve quet mad lavaret ato peb-seurt guirioneziou, jamæs cousgoude ne de permetet mont a enep ar virionez : en em acustumit da veza quer sincer, na leverot jamæs an disterra gaou gant hoc’h anaoudeguez nac evit en em excus nac evit netra tout, o caout memor penaus Doue a so un Doue a virionez : mar c’hoarvez deoc’h lavaret ur gaou bennâc dre zievezdet, ha mar guillit e gourrija var ar Plaç dre un explication pe ur raparation bennâc, courrigit-èn : ur guir excusation e deveus cals mui a c’hraç hac a nerz da ober an excus eguet ar gaou.
Peguement bennâc ma c’hallet aviziou gant furnez ha gant prudanç dissimuli ha golo ar virionez o coms en ur fæçon artificius bennâc ; an dra-se cousgoude ne ran-