quer quet da bratica nemet a traou a gousecanç, pa er goulen servich Doue hac e c’hloar scleramant ; emeas ac’hano e dangerus en em servichout a gomsou artificius ; rac evel a lavar ar goms sacr, ar Speret santel ne chom quet en ur speret doubl ha diguiset. Ne deus finessa ebet quercouls ha quement da veza desiret, evel ar simplicite. Ar brudançou monden hac ar finessaou charnel ne apparchantont nemet ouz bugale ar bed ; mæs bugale Doue a ya gant an hent-eun hep clasq troïdellou, hac o deveus ur galon displeg ha dirid ; nep a vale simplamant, a vale hardimant, eme ar Fur. Beza gaouiad, beza doubl ha beza dissimulet a roï ato testeni eus a ur speret sempl a vil.
Sant Augustin en devoa lavaret er pevare lefr eus e gonfessionou, penaus e ene hac ene e vignon ne doant nemet unan, hac en devoa cas ouz ar vuez-mâ goude ma oa maro e vignon, abalamour na falle quet dezâ beva en hanter hepquen, ha penaus ivez abalamour da-se memes en devoa aon na c’hoarvise dezàn mervell, evit na varvse quet e vignon na cals na nebeut.
Ar c’homsou-mân a seblantas dezàn goudese re artificius ha re affectet ha deguiset, en hevelep-fæçon ma en deveus-ii revoquet ha reprenet ebars el lefr eus e retractationou oc’h o guervell comsou sot hac indeçant. Ha c’hui na vel, Philotee, peguen di-