Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/325

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
313
d’ar Vuez Devot.

licat ha peguer sansibl oa an ene caër ha santel-mâ e quènver an affeterez hac an diguisamant a gomsou. Certenamant un ornamant vras eus ar vuez Christen eo ar fidelite, ar simplicite hac ar sincerite ebarz er c’homsou. Lavaret em eus, eme Zavid, me a lacai evez ouz va c’homportamant, evit na bec’hin quet em c’homsou. Liquit gard, emezâ, va Doue, var va guenou, hac un nor da serra var ma musellou, ha na bermetit quet e gonsante va c’halon da lavaret comsou malin ha tromplus evit clasq en em excusi em pec’hejou.

Un avis, pehini a roas ar Roue St. Lois, eo na zeuimp quet da zemanti den o controlia pe o repren e gomsou, nemet pec’het pe zomaich bras ve deomp chom hep e ober, evit d’ar fin evita peb contestationou ha peb disputou : mæs pa vezomp obliget da lavaret ar chontrol d’ar pez a lavar un all ha da opposi hor santimant ouz e hini, e rencomp usa gant un douçder ha gant un adress bras hep fallout violanti na contraign e speret : rac endeun ne c’hounezer netra evit quemeret an traou gant ruster ha gant c’huervder.

Ar parlant nebeut, pehini a so quement recommandet gant an dud fur aveich-all, ne dleer quet da entent ec’his pa na ranquer lavaret nemeur a gomsou ; mæs dre ar parlant nebeut-se e c’hententer, penaus ne ran-