Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/326

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
314
Introduction

quer lavaret nemeur a gomsou inutil : rac e quènver ar parlant, ne seller quet ouz ar gantite, mæs ouz ar galite eus ar c’homsou : hac e seblant din penaus e ranquer lacat evez ouz an diou extremite-mâ. RaC un den a rae re an ententet, ar sioul hac ar poset, hac a revusse contribui en discoursou familier pere a vez grêt er gonversation hac en antretien, a zisquesse caout pe ur certen disfizianç, pe ur certen disprigeanç eus a nep a so er gompagnunez ; un den ive pehini ne baouesse o parlant hac o vabillat hep rei na spaç na commodite d’ar re-all da barlant diouz o souhet, a zisquesse beza ur pen avel hac ur pen liger. Sant Lois na gafe quet mad, parlant e cusul hac e secret, pa vezer e compagnunez, ispicial ouz taol ; gant aon na lacaet ar re-all da sonjal penaus e vet o lavaret droug anezo. Nep a so ouz taol e compagnunez vad, emezâ, hac en deveus un dra bennâc a joaius hac a blesant da lavaret, a dle e lavaret en ur fæçon, ma en entento an oll : ha mar deo un dra a gousecanç, na falfe quet dezâ er g’ouffe an oll, e tle tevel var an dra-se hep coms anezàn nac e cusul, nac e nep fæçon.


————