Guir e penaus evit ar bec’herien pere a so iffam, public ha patant, e c’haller coms anezo libramant, nemet er graor gant ur speret a charite hac a gompassion, ha non pas gant arroganç ha gant presomption, nac evit en em blijout e droug an hentez ; rac an dra-se ne aparchant nemet ouz ur galon vil ha dismeg. Excepti a ran dreist an oll an adversourien douet da Zoue ha d’e Ilis : rac ar re-se a ranquer da zicria endra aller, evel ma zeo an Heretiquet, an Hugunauter, ar Sismatiquet hac ar pennou anezo : rac un dra vad eo crial var ar bleiz, pa vez etouez an dènvet ha memes peleac’h bennâc e ve. Peb-unan a guemer al liberte da varn ha da vlam ar Brincet, ha da lavaret droug eus a Nationou-pobl toutantier hervez ar santimanchou en deveus anezo : Philotee, na rit quet ar faut-se : rac ouspen an offans da Zoue, e c’halle an dra-se tenna deoc’h naouspet seurt querell.
Pa glevit accus ha droug-prezec ur re, rentit douetus an accusation hac an droug a glevit, mar gu’illit e ober gant guirionez ; ma na illit quet, excusit an intention eus an hini a so accuset, ha ma na illit quet an dra-se quennebeut, disquezit hoc’h eus compassion ountâ, ha troït prepos, o caout memor hoc’h-unan hac o tigaç memor ive d’ar gompagnunez penaus ar re pere ne gouezont quet e faut, n’o deveus an obligation a gue-