Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/321

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
309
d’ar Vuez Devot.

parchante ouzin parlant var ar sujet-se, evel mar doun eus ar re guenta so er gompagnunez, ha ma na barlanten, e seblante penaus e c’happrouven ar viç. Mar doun eus ar re zisterra so er gompagnunez, ne dlean quet antrepreni da ober ar reprimant : hoguen dreist peb-tra eo ret e ven just ha jurdic em c’homsou evit na livirin quet ur guer hepquen muguet na ranquer. Dre exempl ; mar blamàn ar gestou hac ar privoteou eus an den yaouanc hac eus ar plac’h-se, abalamour ma zint re libr ha re zangerus ; ah Doue, Philotee ! ret e din neuse lacat evez da zerc’hel just ar valanç evit na zeuin quet da grisqui an droug a boues ur c’hreunen hepmuiquen : ma na deus eno nemet un imprudanç simplamant, ne livirin quet davantaich eguet a so ; ma na deus nac imprudanç na guir apparanç a zroug, nemet hepquen ma c’halle ur speret malicius bennâc tenna ac’hano ur pretext a zroug-prezec ; neuse pe ne livirin netra tout, pe ne livirin nemet an dra-se memes. Va zeaud, endra varnàn va nessa, a so em guenou evel ur rasouer e dorn ur Chirurgien, pehini a fell dezâ troucha etre an nervennou hac ar gouaziet. Ret eo e ve quer just an taol a roïn, na livirin na mui na nebeutoc’h eguet a so. Hac er fin eo ret dreist peb-tra, pa vlamot ar viç, lacat evez da espern muia ma ellot nep a so sujet dezàn.