Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/424

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
412
Introduction

var guemense, evit disqui gantâ penaus e ranquer en em gomporti neuse ; rac ar Scritur a lavar : Ha cafet hoc’h eus-hu, ar mel ? Dibrit anezàn ar pez a so aoualc’h hepquen.




AR PEVARZECVET CHABISTR.
Var ar sec‘hor hac an degout spirituel en devotion.


OBer a reot eta evel am eus lavaret deoc’h bremâ, va Philotee, pa ho pezo consolationou spirituel ; mæs an amser gaer-se. quen agreabl ne bado quet ato : rac c’hoarvout a rai ma viot aviziou quer privet ha quen dibourve eus ar santimant a zevotion, ma queffot hoc’h ene evel un deserz e ur franchis, evel un douar dibrofit ha dibratic, eleac’h ne deus nac hent na quenod da vont etrese Doue, na dour a c’hraç ebet d’e arrousi, abalamour d’ar sec’hor-se pehini a seblant e renta toutafæt inutil ha dîn da veza dileset. Allas ! peguen dîn eo a gompassion an ene pehini a so er stad-se, ispicial pa vez estrainch ar boan hac an degout-se pe en hini en em guef ; rac neuse ne ra nemet gouela nos-deiz, evel David, endra vez an adversour gant mil dentation o clasq e lacat da zisesperi, oc’h ober goab anezi, o lavaret dezi en e inrerieur : ah ! paourez guez, peleac’h ema da Zoue-de ? pe a hent e c’helli-de e gaout èn ? piou a allo birvi-