Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/425

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
413
d’ar Vuez Devot.

quen renta dide ar joa eus e c’hraç santel-èn ?

Petra reot-hu neuse’ta, Philotee ? N’hoc’h eus nemet lacat evez pe a leac’h e c’herru an droug. Peurvuia e vezomp caus hon-unan d’hor sec’hor ha d’hon degout en devotion.

1. Evel ma revus ur vam ar sucr ouz he buguel, pehini a vez sujet d’ar prènvet, evelse Doue a lam digueneomp ar gonsolationou, pa guemeromp enno ur gomplesanç vean bennâc, ha pa vezomp sujet d’ar superbite ha d’an arroganç. Profitabl e din, va Doue, e teuac’h d’am humilia : ya, rac abarz beza humiliet em boa hoc’h offancet. 2. Pa neglijomp tenna profit eus an douçderiou a garantez Doue e pouent hac en amser, e teu d’o fellaat diouzomp e punition eus hon diegui. An Israelit pehini ne zestume quet ar man mintin-mad ne alle mui e zestum, goude ma veze savet an heaul, rac neuse souden e teuze oll.

3. Aviziou e vezomp cousquet en ur guele a gontantamant sansuel hac a gonsolation ar bed, evel ma edo ar Pried hont eus ar C’hanticou. Ar Pried divin eus hon eneou a sco var dor hor c’halon, hon inspira a ra d’en em rei adarre d’hon exerciçou spirituel ; hoguen marc’hata ountàn a reomp, abalamour ma hon eus poan o quitaat an amusamanchou vean-se, hac oc’h en em separi diouz ar gontantamanchou faus-se : ha rac-se e tremen ebiou, hac hon les da loueda en hon