Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/426

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
414
Introduction

diegui, ha goudese pa falvez deomp e glasq, hor bez cals a boan oc’h e gaout : meritout a reomp ervat quemense, pa zomp bet quen infidel ha quen disleal d’e garantez o revusi an exerciç anezi, evit heul an attaich ouz traou ar bed. Ya, eme Zoue, beza ez eus gueneoc’h eta eus ar bleud a Ægipt, n’ho pezo quet ar Man eta eus an Eê. Ar guenan o deveus cas ouz quement seurt c’huez a vez composet dre art, peguer mad bennâc e seblante deomp ar c’huez-se ; hac an douçderiou eus ar Speret-santel ne ellont quet soufr quen nebeut an douçderiou artificius eus ar bed.

[4.] Mar bezit doubl ha diguiset oc’h en em servichout eus a finessaou a speret e Confession hac er gommunicationou spirituel pere ho pez gant ho Tirecteur, an dra-se a den ivez ar sec’hor hac an degout-se d’hoc’h ene : rac pa livirit gaou d’ar Speret-santel e personaich ho Confessour, pe ouz hini e tisquisit ho coustianç, ne d’e quet estrainch mar revus e gonsolationou divin ouzoc’h : ne fell quet deoc’h beza simpl ha meif evel ur buguel, n’ho pezo quet eta an drageen sucr a vez roet d’ar vugale. 5. En em rassasiet ouc’h eus a gontantamanchou ar bed, ne de quet marvail eta ho pe degout evit ar gontantamanchou spiriruel. Doue en deveus carguet a vadou spirituel ar re naonec, eme an Itron Varia, hac ar re binvidic en deveus leset