Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/423

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
411
d’ar Vuez Devot.

vriata tener gant oboissanç ha fidelite. Pa hor bezo reeevet eta ur gonsolation spirituel bennâc, e rencomp en deiz-se en em renta diligeantoc’h da ober ervat ha d’en em humilia.

8. Ouzpen quemense tout e rencomp aviziou renonç d’an hevelep douçderiou, teneridiguezou ha consolationou, o separi hor c’halon diouto, hac o protesti penaus, peguement bennâc ma teuemp d’o accepti humblamant ha d’o c’haret abalamour ma o digaç deomp ha ma hon excitont d’e garet, ne d’e quet an douçderiou-se cousgoude eo a glascomp, Doue hac e garantez santel eo ; ne d’e quet ar gonsolation eo, mæs ar C’honsolateur; ne d’e quet an douçder, mæs hor Salver douç e-unan eo : hac en affection-se e tleomp en em zispos da chom ferm er garantez santel a Zoue, pa na dleffemp caout jamæs consolation ebet en hor buez, ha da veza contant da lavaret var Menez Calvar couls ha var Menez Tabor : ô va Doue, èn a so mad din-me beza guenec’hu, pe c’hui a vezo er Groas, pe c’hui a vezo er C’hloar.

9. Finalamant hoc’h avertissan penaus, mar guerrue gueneoc’h un abondanç notabl bennâc eus an hevelep consolationou, teneridiguezou, daelou ha douçderiou, pe un dra extrordinal bennâc ganto, ma ho pezo da gonferi fidelamant gant ho Confessour