ducteur. Pa ho pezo roet ho consantamant, e renquit gant ur sourci bras lacât ho poan da executi ar pez a c’houlen an inspiration digueneoc’h : eno eo e consist al leunder pe ar berfection eus ar guir vertuz ; rac evit caout ar gonsantamant er galon, hep e lacât en effet, ne ve an dra-se nemet planta ec’his ur vinien hep fallout e touque frouez.
Or Salver en deveus leset gant e Ilis ar Sacramant a Binigen hac a Gonfession evit ma en em voualc’himp ennâ diouz hon oll bec’hejou, quellies gueich ma en em gafimp souillet ganto. Na bermetit jamæs eta, Philotee, e chomme pell ho calon ampoesonet gant ar pec’het, pa hoc’h eus ur remed quer presant ha quer facil. Al leones, pa vez bet al leopard oc’h e farraat, a ya prest d’en em voalc‘hi evit lamet ar flear a chom ganti goude an action-se, gant aon pa zeue al leon he far da dostât outi, na sente e ve bet al leopard ganti, ha na ve courroucet dre guemēse. An ene, pehini e deveus consacret d’ar pec’het, a dle caout horrol outi e-unan hac en em netaat buhan abalamour d’ar respet a dle da gaout evit an aoulagat pur eus ar Vajeste a Zoue pehini a sell outi. Hoguen peadra