Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/146

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
134
Introduction.

a varvimp-ny dre ar maro spirituel, ha ny o caout ur remed quer souveren ? Iit da gofes gant humilite ha gant devotion ur veich er sizun, hac ato, mar guillit, pa zeot da gommunia, peguement bennâc na santac’h ho coustianç o rebeich deoc’h pec’het marvel ebet ; rac dre ar Gonfession ne recevot quet hepquen an absolven eus ar pec’hejou veniel pere a gofessaot, mes ivez un nerz bras evit en em viret outo hivisiquen, ur fclerigen vras evit o anaout ervat, hac ur c’hraç abondant evit rapari quement domaich o devoa grêt deoc’h. O vont da gofes e praticot ar vertuz a humilite, a oboissanç, a simplicite hac a charite, hac en action-se hepquen eus ar Gonfession e c’hexersot mui a vertuz eguet e nicun-all.

Ho pezet ato ur guir displijadur eus ar pec’hejou pere a gofessaot, peguer bian bennâc e c’hallent beza, gant ur resolution ferm d’en em gourrija diouto hivisiquen. Cals o cofes ato pec’hejou veniel dre accustumanç ha dre ur certen maniel quemeret ganto hep sonjal morse-tout en em gourrija diouz ar pec’hejou veniel-se a chom epad o buez carguet anezo, hac e collont dre ar voyen-se cals a c’hraçou hac a brofit spirituel. Mar en em accusit eta da veza lavaret gueier dinoas, pe da veza lavaret ur goms direglet bennâc, pe da veza c’hoariet re, ho pêt regret eus an traou-se gant ur propos ferm