Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/147

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
135
d’ar Vuez Devot.

d’en em amanti anezo ; rac un abus eo cofes nep seurt pec’het quen marvel quen veniel, hep caout ar volontez d’en em zisober anezàn, pa na deo instituet ar Gonfession nemet evit quemense.

Arabat e so-quen e rac’h en ho Confession an accusationou inutil-mâ pere a ra cals dre ur routin : n’em eus quet caret Doue evel ma tlien, n’em eus quet pedet Doue gant quement a zevotion evel ma tlien, n’em eus quet caret va nessa evel ma tlien, n’em eus-quet recevet ar Sacramanchou gant quement a reveranç evel a yoa dleet, hac an seurt traou-se. Ar ræson eo abalamour, pa en em accusit er fæçon-se, ne livirit netra a guement a alle rei da anaout d’ho Confessour ar stad eus ho coustianç ; rac ne deus den, peguer santel bennâc e-c’halle beza, na ell avaret ar memes tra. Guelit eta pebez sujet hoc’h eus e particulier da ober an seurt accusationou-se ; ha pa ho pezo-èn anavezet, en em accusit simplamant ha distinctamant eus ar mancamant ho pezo bet. Dre exempl, cofes a rit n’hoc’h eus quet caret, eme c’hui, ho nessa evel ma tliac’h. Pe e quenver tra’ta n’hoc’h eus-hu-èn quet caret evel ma tliac’h ? Abalamour emichans o veza guelet ur paour bennâc necessitus bras, pehini a alfac’h eas aoualc’h da sicour ha da gonsoli, n’hoc’h eus bet sourci ebet a guemense. Ebien en em accusit eta eus ar barticularite-se, ha livirit :