Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/148

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
136
Introduction.

o veza guelet guenèn ur paour necessitus, pehini a allen eas aoualc’h da sicour, n’em eus-èn quet sicouret dre neglijanç, pe dre galetter a galon, pe dre zisprijanç, hervez ma c’hanavezot an occasion eus ho faut : Toudememes ne dleit quet en em accus n’hoc’h eus quet pedet Doue gant quement a zevotion evel a yoa dleet, mæs en em accus a dleit da veza en em arretet volontieramant en distractionou pere hoc’h eus bet o pidi Doue, pe da veza negliget en em lacât el leac’h hac en amser hac er bostur ma tliac’h en em lacât evit beza attantif en ho pedennou. Er fæçon-se eo e tleit cofes simplamant, hervez ma queffot ho pezo manquet, ha non pas en ur fæçon general pehini ne fervich da netra er Gonfession.

Ne dleit quet ivez en em gontanti da gofes ho pec’hejou veniel hep ajouti netra-quen, mæs lavaret a dleit pe dre intantion hoc’h eus-y great. Dre exempl ne dleit quet en em gontanti d’en em accus da veza lavaret gueier dinoas, mæs ajouti a dleit hac evit en em bompadi oa, pe evit en em excus, pe evit farçal, pe a ratoz-mat evit contesti. Ne dleit quet en em gontanti da gofes ez ouc’h en em impatiantet hac en em chagrinet, pe hoc’h eus comset rust ha dic’hraç un nebeut, lavaret a dleit ive p’evit sujet eo, ha toudememes evit an nemorant-all. Roit da anaout d’ho Confessour ha c’hui a