Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/149

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
137
d’ar Vuez Devot.

so choumet pell en ho pec’het, rac an hirnez-amser a zeu peurvuia da gresqui cals ar pec’het, o veza ma zeus cals a zifaranç etre ur vanite pehini a vezo bet ur c’hardeur en hor speret, hac ur vanite pe en hini e vezo bet hor c’halon un devez pe zaou pe dri o tempra ; ret eo eta discleria non pas hepquen hor pec’hejou, mæs ouzpen ar motif pe an intantion pe gant hini hon eus-y grêt, ha pegueit a amser int padet. Rac peguement bennic na vemp quet obliget ordinalamant da veza quer piz ha quer jurdic-se o tiscleria hor pec’hejou veniel, ha na vemp quet obliget memes absolumant d’o c’hofes, cousgoude ar re a fell dezo purifia erfat o eneou evit acquisita guell an devotion santel, a dle beza sourcius da rei da anaout ervat d’ar medecin spirituel ar c’hlènvet peveus a hini e fell dezo beza rentet salo, peguer bian bennâc ve.

Na espernit quet lavaret ar pez a so requis evit rei da anaout sclear ho pechet ; eguis ma ve discleria p’evit sujet ez ouc’h en em lequeat e coler, perac hoc’h eus souffret unan bennâc en e viç hep e repren. Dre exempl, un den peini a zisplich din a lavaro din ur goms bennâc evit farçal, ha me o quemeret an dra-se a-zevri a zui d’en em formalisa ha d’en em facha ; ma vise un all, pehini a vise agreabl din, en devise lavaret ar goms-se pe vouaz egueti, em bise--