Veza great ar brotestation-mâ, bezit attantif ha digorit diouscouarn ho calon, evit clevet a speret ar c’homsou eus hoc’h absolven pere a brononço e-unan Salver hoc’h ene asezet var an Tron eus e drugarez ebarz en Eê dirac an oll Elez hac an oll Sent, er memes amser ma teu ar Belec en e Hano d’hoc’h absolv amâ var an douar, en hevelep-fæçon ma teu an oll assamble-se eus ar re-eürus d’en em rejouissa o velet ar c’hraç-se deoc’h, ha da gana ar C’hantic Spirituel eus a ur joa pehini ne deveus quet e phar ; hac e roïnt oll ar poc a beoc’h hac a union d’ho calon goude beza lequeat e graç Doue.
Ah Doue, Philotee, peguen admirabl eo ar c’hontrat-se pe dre hini e rit un accord eürus ouz e Vajeste divin, pa zeut oc’h en em rei evel-se da Zoue, d’e c’hounit ha d’en em c’hounit hoc’h-unan ivez evit ar vuez eternel ! Ne rest mui deoc’h nemet sina a galon vad an act eus ar brotestation peini hoc’h eus great, ha tostaat goudese ouz an Auter da gommunia, eleach ma tui Doue ivez eus e goftez da sina ha da siella an absolven hoc’h eus recevet, hac ar bromessa pehini a ra deoc’h eus e Varados, oc’h en em lacat e--