Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/81

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
69
d’ar Vuez Devot.

allas! ma c’hoarfe din dre dentation an adversour pe dre un infirmite humen bennac ober e nep fæçon ar c’hontrol d’ar resolution ha d’ar gonsecration-mâ pehini a ràn, e teuàn da brotesti a vremàn ha d’en em broposi, moyenant graç ar Speret-Santel, d’en em sevel eus ar stad-se evel ma en em santin couezet ennàn, oc’h en em gonvertissa adarre ouz an drugarez divin hep retardamant nac appel ebet. Quememàn eo va volontez, va intation ha va resolution ferm, pehini a avouàn hac a assuràn hep reservation nac exception ebet, er bresanç adorabl eus va Doue, dirac an Ilis Triomfant, ha dirac an Ilis Militant va Mam santel, pehini a gleo an declaration a ràn bremâ e personaich an hini pehini evel Officer dezi, am c’hleo en action-mâ. Ra blijo gueneoc’h, o va Doue eternel, oll-c’halloudec ha leun a vadelez, Tad, Map ha Speret-Santel, confirma enon ar resolution-màn, ha caout agreabl ar sacrifiç cordial hac interieur-mâ pehini a bresantàn deoc’h. Hac ec’his ma ze pliget gueneoc’h rei din an inspiration hac ar volontez d’e ober, roit din ivez an nerz hac ar c’hraç requis evit e accomplissa. O va Doue, c’hui eo va Doue, Doue va c’halon, Doue va ene, Doue va speret ; evellen hoc’h anavàn hac hoc’h adoràn bremâ hac evit an oll eternite Gloar da Jesus. Amen.