Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/237

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
225
d’ar Vuez Devot.

galonou lous-se ne gomsont nemeur ouz den nac a voaset nac a verc’het, na noasont dezâ en ur fæçon bennâc a enep ar burete. Beza o deveus ar vinim en o daoulagat hac en o halan, evel ur certen sarpant hanvet ar Basilic. Er c’hontrol hentit an dud chast ha vertuzus, constderit ha lennit alies an traou santel ; rac comsou Doue a so chast hac a rent chast ivez ar re en em blich enno. Ar pez a ra da Zavid o c’homparachi ouz an Topaze, pehini a so ur mean precius hac en deveus ar vertuz da vouga an ardeur eus ar goncupisçanç. En em zalc’hit tost ato da Jesus-Christ crucifiet, ha spirituelamant dre ar veditation ha realamant dre ar Gommunion sacr. Rac evel ma teu quement a gousq var ur certen lousaouen hanvet Agnus castus da veza pur ha chast ; dememes o reposi ho calon var hor Salver, pehini eo ar guir Oan chast hep taich, e vellot ervat penaus abarz nemeur e teui hoc’h ene hac ho calon d’en em gaout purifiet diouz peb souillur ha diouz peb lubricite.




AR PEVARZECVET CHABISTR.
Var ar baourentez spirituel observet etouez ar binvidiguez.


EUrus ar re a so paour hervez ar speret, eme hor Salver ; rac evito eo Rouantelez an Eê. Maleürus eta eo ar re a so pin-